E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2005-12-09 - Kazetennoù

Thorgal hag Arzhig Du e brezhoneg

Thorgal hag Arzhig Du e brezhoneg

Krouet e oa bet "Bannoù-heol" e miz Genver 1999 gant Arno Elegoed. E bal : sevel levrioù evit ar vrezhonegerien yaouank, e-giz al levrioù niverus bet embannet gant Keit vimp bev hag An Here, da skouer. Triwec'h levr a zo bet embannet en deiz a hiziv ha nav albom nevez a zo deuet er-maez e 2005 : albom kentañ Titeuf en ur yezh rannvro da gentañ, a-drugarez d'un emglev etre ti-embann Kemper hag hini Glénat. Gant skolajidi Diwan ar Releg-Kerhuon e oa bet kaset al labour-mañ da benn gant skoazell o c'helenner war ar brezhoneg, Gwenole Bihannig. N'eo ket milionoù a skouerennoù eus istorioù haroz Zep a oa bet moullet (evel e galleg) e miz C'hwevrer met 2000 albom, pezh n'eo ket fall dija, en hor yezh pa ouzer ouzhpenn eo bet gwerzhet ar braz diouto dindan pemp miz... Gant an arc'hant-se ez eus bet tu da ginnig levrioù nevez all a zo o paouez dont er-maez rak n'eus nemet tud a youl vat er gevredigezh : 5 albom "Arzhig Du" brudet-kenañ e galleg, albom diwezhañ Boulig & Billig anvet "Bagadig Billig" bet troet gant Maurice Hamon, ha div levrenn eus Thorgal bet troet gant Tudual Audic, ur paotr sot gant ar bannoù-treset dre vras, ha sotoc'h c'hoazh gant re Dhorgal ! "An 3 den kozh a Vro-Aran", "Araknea", "Bagadig Billig" pe albomoù Arzhig Du a vo profoù kaer evit gouel Nedeleg, neketa ?

Ya!

Produioù liammet gant ar post-mañ

Araknea
Thorgal
9,94 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io