E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2005-11-11 - Kazetennoù

Ti-embann Bannoù-heol

La maison d'édition Bannoù-heol de Quimper, née en 1999 édite des bandes dessinées traduites en breton à l'intention des petits et des plus grands. Cinq albums de Boule & Bill sont en vente dans le commerce. Titeuf, a été traduit en breton, et de quelle façon, par des élèves du collège Diwan du Relecq-Kerhuon. Bientôt deux albums de Thorgal et cinq de Petit Ours Brun seront disponibles.
Ti-embann Bannoù-heol

War lec'hienn Internet Bannoù-heol e c'haller lenn eo bet krouet an ti-embann e miz Genver 1999, e bal sevel levrioù evit ar vrezhonegerien yaouank. C'hoant a zo ganto ober o seizh gwellañ evit lakaat etre daouarn ar re yaouank levrioù brezhoneg ouzhpenn ar re a oa dija diouto evel Tintin, Yakari, Asteriks ha Lucky Luke gant tiez-embann evel an Here pe Keit vimp bev...

Bannoù-heol, dindan renerezh Arno Elegoed, kelenner skolaj, a zo bet divizet ganto kinnig e brezhoneg ar pezh a blij - d'ar vugale pe d'ar grennarded a hiziv - lenn. Deuet eo er-maez ganto istorioù berr, fentus hag a c'hall bezañ lennet ivez gant re vras c'hoant ganto deskiñ hor yezh pe marteze adkavout un tañva eus ar pezh a veze lennet ganto e-kerzh o bugaleaj.

Dekvet levr embannet ha lakaet e gwerzh e Meurzh 2005 gant Bannoù-heol a zo unan eus troioù-kaer Titeuf, ijinet gant an treser Zep, istorioù hag a ra berzh forzh pegement er porzhioù skol hag e-touez ar vugale. Kontet e vez deomp enno buhez pemdeziek ur paotrig a-vremañ, ur sapre marmouz, un 10 vloaz bennak dezhañ. Tchô, monde cruel a zo bet troet gant Kenô, bed kriz ha lakaet e brezhoneg gant skolidi Gwenole Bihanig, kelenner war ar brezhoneg e skolaj Diwan ar Releg. Amañ o deus ar vugale ranket kaout ijin forzh pegement dre ma ne oa ket nemet un droidigezh da gas da vat met kentoc'h marteze ur yezh nevez da sevel, koulz lavaret, pa vez da dreiñ gerioù pe troioù-lavar deuet war-eeun eus faltazi Zep evel : Taré du slip, bande de gros nazes, mou du zizi pe l'abominable Morvax...

Ouzhpenn levrioù Boulig & Billig pe Titeuf e vo gallet, dizale kavout da brenañ div vandenn-dreset istorioù Thorgal, ar rummad gouro-faltazi brudet-kaer (Araknea hag An 3 den kozh a Vro-Aran). Ar re vihan n'int ket bet laosket a-gostez, savet eo bet evito troidigezhioù eus Arzhig Du (Arzhig Du a zo grignous, hag e vignon, o c'hoari er mor, o c'hoari gant an erc'h hag o seniñ muzik...) hag a blij kement d'ar vugaligoù selaou a-raok mont da gousket.

Tout al levrioù-se a vo tu kavout anezho war stand Bannoù-heol e-kerzh Gouel al levrioù e Karaez d'an 29 ha 30 a viz Here. Thorgal a zo bet lakaet da 9,80 € an tamm, Arzhig Du da 2 € pe c'hoazh Boulig & Billig da 8,50...

J.P.L

Da vont e darempred gant ar stal : Embannadurioù Bannoù-heol - 140, straed Pont-'n-Abad - 29000 Kemper - pgz : 02 98 64 58 96 - hezougell : 06 08 88 57 55 - www.b-heol.com

Geriadurig

lec'hienn Internet : site Internet
ti-embann : maison d'édition
fentus : amusant
dekvet : dixième
troioù-kaer : aventures
skolidi : élèves
dizale : sans délai
ar re vihan : les petits
faltazi : imagination, fiction
troidigezhioù : traductions

Le Courrier du Léon

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io