Postet d'an 2000-09-08 - Kazetennoù
Boule & Bill e brezhoneg
Boulig & Billig a zo ul levr nevez evit ar vugale. Ur vandenn dreset penn da benn e brezhoneg. Hag evel-just ur vandenn dreset e brezhoneg a vez atav degemeret mat gant ar vrezhonegerien yaouank… Lennet eo bet gant skol Diwan Lesneven e miz Mezheven hag amzer o deus bet skrivañ ur pennad bihan just a-raok mont da vakañsiñ.
Perzh o deus kemeret : Roba, Arno Elegoed
El levr-mañ e vez kavet istor ur c’hi, e anv Billig hag ur paotrig e anv Boulig. Tro-dro dezho emañ ivez tad ha mamm Boulig. An istorioù a zo distag an eil ouzh egile. Aes int da lenn ha n’ez eus ket tost gerioù diaes ebet. Ha komprenus eo ar skritur er vandenn-dreset-mañ.
Kalzik a istorioù o deus plijet deomp, diaes eo ober un dibab : « Loened labour », « Karr Arzhur » a oa farsus. « Toull lous », « Rod an amzer », « Tan dezhi », « Diwallit ! kebell-touseg » a oa droch ivez. Ur c’hi pe ur c’hazh hon eus ivez er gêr met int ne reont netra farsus. Dipitus eo ! Plijet-kenañ e vefemp da lenn istorioù all e brezhoneg evel Titeuf pe Petit Spirou.
Bugale CM1 skol Diwan Lesneven (29)
Mag'J