Postet d'an 2000-05-24 - Kazetennoù
Boulig ha Billig evit ar blijadur !
Emaomp o paouez degemer "Sell 'ta ! Boulig & Billig", ur vandenn treset brav lakaet e brezhoneg gant ar gevredigezh Bannoù-heol. Ar golo a zo bet dornlizherennet mat gant Owen Poho.
Perzh o deus kemeret : Roba, Arno Elegoed
Evel ma lavar Boulig d'e gamarad Billig : "diwallit lennerezed ha lennegerien ger !... Un dra a-bouez hon eus da lâret deoc'h !"
"Ya, setu en ho taouarn levr kentañ hon troioù-kaer e brezhoneg. Adkavout a reot ennañ istorioù fentus, aes da lenn hag a blijo d'ar re yaouank ha d'ar re all !"
"N'eus ket amzer da goll eta, deomp dezhi !"
Evit lâr ar wirionez hon eus kavet plijus al levr-se. Aes da lenn, bev ha brav.
Tennet ez eus bet 1000 skouerenn eus al levr-mañ. An titl-orin e galleg a zo "22 ! V'là Boule & Bill !".
An embannadur e brezhoneg a zo bet sikouret gant Skol-Uhel ar Vro ha Fulup Jakez eus Ofis ar Brezhoneg.
Ra vo reoù all goude evit brasañ plijadur ar re vras hag ar re vihan.