Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999

Du ha gwenn ha plas da lenn...

Le Peuple Breton
Du ha gwenn ha plas da lenn...

Skeudennaoueg Arzhig Du gant Danièle ha Martin Bour, lakaet e brezhoneg gant Arno Elegoed, embannet gant Bannoù-heol, 12,50 €.

Ur skeudennaoueg eo al levrig-mañ met ur c'heriaoueg ivez. Ur blijadur 'vo deskiñ gerioù gant un haroz bihan anavezet mat. Kinniget brav eo al levr : golo kalet, 140 pajenn, tresadennoù eeun ha livet flamm. Renket en deus Arzhig Du ar gerioù e 16 rann : pezhioù an ti, al liorzh hag ar straed, ar c'houlzoù-amzer... Evit pep dodenn e kaver un daolenn vras gant traezoù e-leizh ha goude un toullad pajennoù o tiskouez anezho hini hag hini hag o reiñ da bep traezenn hec'h anv : 250 ger en holl ! Evit ar vugale adalek 9 miz. Ur prof a-feson evit Nedeleg ha gouelioù fin ar bloaz !