Posté le 2025-02-01 - Presse écrite
Du ha gwenn ha plas da lenn...
Setu pevar levr nevez gant tudenn T'choupi e brezhoneg.

Personnes en lien avec l'article : Thierry Courtin
Plijus ar skeudennoù ha plijus an testennoù. Un tem boutin a gaver er pevar levr : kreskiñ. "N'on ket ur babig ken !" Aes eo gwelet gant an titloù peseurt degouezh eus ar vuhez pemdeziek a ra danvez pep levr. Daou am eus kavet dedennus : pa zizolo T'choupi ar vuhez a-stroll er skol ha pa sikour ur bugel all da zilezel e chutell evel m'emañ eñ oc'h ober. Ne gresker ket e-unan... Ha fentus e c'hell kreskiñ bezañ...
Herve Latimier
Le Peuple Breton