Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres CDRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2023-02-01 - Presse écrite

Distro ar marc'h dall

Salud dit ma bro ! Douar noazh dizolo ! N'out mui merc'hig da vamm ! (...) Gwisket az peus dilhad un all Nevez da di 'vel ar re all, Kaozeal a rez yezh ur vro all (...) Warc'hoazh e vi evel ur marc'h dall
Distro ar marc'h dall
Personnes en lien avec l'article : René Abjean, Job an Irien, Geoffrey Berniolle

Pevar bloaz goude berzh al levr-sonerezh Kan ar Bed en em gav Arno Elegoed asambles gant Joris Inadïas en-dro evit kinnig ur raktres nevez. Bodet ez eus bet tost da gant a ganerien hag a sonerien eus Breizh, Korsika hag eus laz-seniñ sinfonek Bulgaria evit brasañ plijadur ar selaouerien. Mouezhioù bravañ Breizh a gemer perzh er raktres, en o zouez hini Véronique Autret pe c'hoazh re ar strollad Allah's Kanañ.

Nevez ar raktres met oadet a zaou-ugent vloaz an danvez. Gant Bannoù-heol eo bet modernaet hag adembannet Ar Marc'h Dall, ar meulgan savet e 1979 gant René Abjean. Binviji klasel laz-seniñ Sofia o deus roet lamm d'ar binioù ha d'ar bombardoù a oa gwezhall.

Perak adembann un oberenn bet enrollet daou-ugent vloaz 'zo ? Peogwir e tasson c'hoazh barzhoniezh Job an Irien hiziv an deiz. Gwiroc'h c'hoazh eo an testennoù a gaver enni. Daou-ugent vloaz 'zo en doa stadet Job an Irien e oa sevenadur ar galleg o sevel kreñvoc'h-kreñvañ diwar-goust hini ar brezhoneg. Hervezañ e oa ret kas ul labour bennak war-raok evit diskouez o doa Breizh hag ar brezhoneg un dra da zegas d'ar bed.

Ha penaos emañ kont bremañ ? Ha gouest e vimp da zerc'hel hon identelezh, hor sevenadur hag hor yezh pe kaset e vimp evel war ur marc'h dall hep gouzout deomp dre beseurt hent mont. Heñvel ouzh galv Job an Irien graet daou-ugent vloaz 'zo e rank pep hini ac'hanomp bezañ kiriek d'ar blanedenn a fell dezhañ kaout evit Breizh hag ar brezhoneg.

Deomp-ni eo ret prederiañ war ar blanedenn-se, war dazont ar vro hag ar sevenadur. Da-heul ar meulgan e kaver un teuliad pedagogel evit gouzout hiroc'h diwar-benn al laz-seniñ sinfonek. Istor ar brezhoneg a zo anv anezhañ ivez gant Loeiz Elegoed. Pouezus eo rak divyezhek eo al levr ha ne vez ket anavezet istor ar brezhoneg gant an holl. Hollvedel eo an danvez a gaver er Marc'h Dall, evel e-barzh Kan ar Bed. War washaat ez aio stad ar yezhoù minorelaet er bed ma ne daolomp ket evezh outo, arabat deomp bezañ evel kezeg dall met galoupomp asambles evit mont war-raok gant spi.

Dihun 'ta, sav da benn
Ar c'houmoul du a dec'h
Bale 'ta, gra da hent
Didamall ha dinec'h

Breudeur 'ziwan a bep tu
Gwalc'h mat da zaoulagad
Teuzet eo ar mallozh ruz
Galv an trec'h e vo da had.

Valérie Kervella

Bremañ

Produits en lien avec ce post

Ar Marc'h Dall - Livre-CD
Le Chant du Monde
22,90 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogMentions légalesConditions générales de venteContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io