Du ha gwenn ha plas da lenn...
Enrollet e oa bet stumm kentañ ar Marc'h Dall e 1979. An araokadennoù teknikel e-keñver enrollañ a ra eus ar bladenn nevez un dra espar. An destenn, eus he zu, n'he deus ket kollet he zalvoudegezh. Ouzhpenn testenn ar ganadeg e kaver el levr un teuliad pedagogel gant pennadoù diwar-benn aozadur al laz-seniñ hag al laz-kanañ war al leurenn, un nebeud binvioù keltiek, penaos eo bet produet albom Ar Marc'h Dall, kudenn ar yezh hag ar sevenadur e Breizh-Izel abaoe an XVIIIvet kantved. Gellout a ra an oberenn bezañ implijet gant kelennerien eta. Ar skeudennoù a zo dreist. Hetiñ a ran d'al levr CD-mañ ober kement a verzh ha Kan ar Bed, bet embannet gant Bannoù-heol, e 2018.
Herve Latimier
Ar Marc'h Dall / Le Cheval Aveugle testenn gant Job an Irien, sonerezh gant René Abjean ; skeudennoù gant Geoffrey Berniolle ; embannet gant Bannoù-heol, 22,90 €