Posté le 2022-10-25 - Presse écrite
Nevezentioù an embann e brezhoneg
Da c’houde berzh "Kan ar Bed" e vo embannet un eil levr-pladenn gant Bannoù-heol : "Ar Marc’h Dall".
![Nevezentioù an embann e brezhoneg](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/981f1840615e00d57178801ce155c9fabbf2d82d-1063x1080.jpg?w=1063&h=1080&auto=format)
Personnes en lien avec l'article : René Abjean, Job an Irien
Da c’houde berzh Kan ar Bed e vo embannet un eil levr-pladenn gant Bannoù-heol : Ar Marc’h Dall. An oberenn orin, eus 1979, a oa bet skrivet gant Job an Irien ha gant René Abjean e oa bet savet ar sonerezh. Daoust hag-eñ e vo gouest Breizh da virout hec’h identelezh ? En ur lenn ar c’homzoù en-dro, "ken gwir atav", e fellas da Arno Elegoet adembann an oberenn, diaes da gavout hiziv-an-deiz. "Graet he doa berzh d’ar mare-se a-drugarez d’an destenn fromus war hor sevenadur hag hor yezh, hag ar stil sonerezh poblek", emezañ. Kenlabouret en deus an embanner gant laz-seniñ Bulgaria ha kanerien deus Korsika adarre ha gant ar ganerez Véronique Autret "kenlabourioù a-feson !", evit reiñ ur blaz modernoc’h d’an oberenn.
Ya!