Nous serons présents au Salon du Livre de Plabennec le samedi 8 décembre !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres audioRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2022-09-01 - Presse écrite

Du ha gwenn ha plas da lenn...

Setu ul levrig savet hervez ur pimpatrom anavezet : memes degouezh kontet meur a wech gant tudennoù nevez, dre vras brasoc'h-brasañ pe kreñvoc'h-kreñvañ betek un diskoulm souezhus pe dic'hortoz.
Du ha gwenn ha plas da lenn...
Personnes en lien avec l'article : Christine Kiffer, Ronan Badel, Mark Kerrain

Sur e plij d'ar vugale dre ar bed rak kavet e vez e nouspet bro. Amañ e kaver ouzhpenn ur gentel bet brudet gant meur a fablenn : alies en devez an unan ezhomm eus unan bihanoc'h egetañ. Kavout a ra ar C'honifl e zouarenn aloubet gant ur boud a lavar dezhañ ez eo "ar C'havrig Spontus", lemm he daougorn ha prest da bilat, drailhañ ha malañ anezhañ ma klask tostaat. Goulenn a ra ar C'honifl sikour digant e amezeien, an eil war-lerc'h egile betek gant an hini a seblant ar gwanañ... Evel e istorioù Asteriks ec'h echu an traoù gant ur banvez... Tresadennoù fentus, un destenn blijus hag aes da lenn, peadra da ziduiñ ur bern bugaligoù.

Ar c'havrig spontus gant Christine Kiffer ha Ronan Badel ; troet e brezhoneg gant Mark Kerrain ; embannet gant Sav-heol ; 18 pajenn ; 12 €

Le Peuple Breton

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogConditions générales de venteMentions légalesContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io