Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres CDRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 08/04/2022 -

Ar Marc'h Dall

40 vloaz zo e skrive Job an Irien ur skrid hir war tonkad ar yezh ha sevenadur ar Vro. René Abjean a lakaas sonerezh warnañ. Ganet e oa « Ar marc’h dall », ur pezh-mell oberenn a zo bet brudet-kenañ, poent zo bet, kanet ma oa gant Lazoù-kanañ Penn-ar-Bed, kanerien evel Charlez an Dreo ha Véronique Autret. Adembannet e vo gant Bannoù-heol, gant skoazell ar Redadeg.
Ar Marc'h Dall

« Ar memes kudennoù a zo hiziv an deiz. Pouezus eo lakaat ar c’homzoù etre daouarn ar muiañ a dud. » eme Arno Elegoed, diazezer Bannoù-heol, bet embannet ganto un oberenn-veur all, Kan ar Bed. Goulennet en deus digant Véronique Autret kanañ. Deuet eo a-benn da lakaat ar braz eus ar strollad tud yaouank « Allah’s kanañ » d’en em gavout en-dro evit kemer perzh ivez. « Plijet e oant bet holl, pa oant bihan, gant talvoudegezh ha braventez an oberenn. » a zisklêr an embanner.

Skiant-prenet Kan ar Bed

Evit an oberenn gent en doa skoulmet darempredoù gant Korsiz. Ar re-mañ eo, 5-6 anezho, a vo klevet en-dro, o kanañ e brezhoneg en taol-mañ. « Ar memes kudennoù a vever eno, tapet ma vez ar yezhoù gant ar memes diaesterioù » a zispleg-eñ. Evit ar memes abeg int aet betek Sofia evit enrollañ an 50 muzisian a zo el laz-seniñ bulgarian. «Marc’hadmatoc’h e oa deomp eget paeañ frejoù mont-dont evit 100 den. A-raok em boa goulennet digant laz-seniñ Breizh ha dedennet e oant. Respont ebet eus o ferzh, abaoe 2018. Padal gant ar Vulgariz e oa bet ur respont dindan 2 zevezh. Ha tud sirius int, boazet da labourat gant a bep seurt aozadurioù, Netflix hag all. » emezañ.

Skoazell ar Redadeg
E 2020 e oa bet kaoz eus ar levr-CD gant ar pal embann anezhañ e 2021. Met dale spontus a oa bet tapet abalamour d’ar c’hleñved-red. Dav e oa bet gortoz miz Ebrel 2022 evit echuiñ gant an enrolladennoù. E Miz Mae e vo sonvesket ar bladenn, labouret war an aozañ ha peurechuet al labour e-pad an hañv. Embannet e vo 3000 skouerenn anezhi, a vo skignet gant Coop Breizh ha kinniget e saloñs ar vro en diskar-amzer. « Ur sapre afer eo bet, he deus padet pell. Met hep sikour Ar Redadeg he deus skoazellet ac’hanomp gant 10 000€ - trawalc’h evit paeañ ar frejoù bet gant enrolladenn Sofia – ne vefemp ket deuet a-benn. » a anzav rener an ti-embann o tiskouez evel-se pegen pouezus eo roll Ar Redadeg evit kas da benn raktresoù zo.

Ya!

Produits en lien avec ce post

Ar Marc'h Dall - Livre-CD
Le Chant du Monde
22,90 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogMentions légalesConditions générales de venteContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io