Du ha gwenn ha plas da lenn...
Spontet eo gant an trouzioù a glev... Bep tro e c'houlenn gant Tadig Logodenn hag-eñ n'hell ket mont en e wele. Bep tro e nac'h Tadig Logodenn... A-benn ar fin, pa laka Tadig e guzh-disvkouarn war divskouarn Babig... en em sant e-unan-penn. Re sioul eo an traoù. N'in ket pelloc'h rak fent zo er fin. Treset brav eo al levr ha moullet kaer. Seurt kontadennoù ma teu degouezhioù heñvel an eil war-lerc'h egile a blij da galz a vugale. Un oberenn da vezañ lennet hag adlennet d'ar re vihan gant sikour an tresadennoù ha krouiñ un aergelc'h a deneredigezh en-dro da dTadig, Mammig, Tad-kozh, Mamm-gozh... ha "Babig".
Klasad a-dreuz gant Brieuc Janeau ; troet e brezhoneg gant Maïna Cavellec ; embannet gant Bannoù-heol ; 26 pajenn ; 8 €
Ul levr fentus eo Klasad a-dreuz. Deskrivet e vez pep ezel eus ar c'hlasad gant frazennoù berr hag un dresadenn pe meur a hini. Ret eo sellet pizh ouzh ar re-se rak kavet e vez peurliesañ traoù fentus enno. Anat alies, kuzhet un tamm a-wechoù. Sur e kavo ar vugale plijadur e-leizh gant an tudennoù hag ar souezhadennoù a zo er fin. Ken sur all e kavo o zud, o animatourien pe skolaerien plijadur o lenn al levr ganto ivez.