Nous serons présents au Salon du Livre de Pluguffan le 1er décembre !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres audioRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2018-12-13 - Presse écrite

Kan ar Bed, ur veaj war gan eus Breizh da Sina

Setu ul levr-CD nevez brav ken-ha-ken deuet er-maez : Kan ar bed. Ur bedadenn da veajiñ gant trizek pezh sonerezh eus broioù disheñvel, mesket brav gant soniadoù ar brezhoneg.
Personnes en lien avec l'article : Gwenn-Ael ar C’helleg

Ur mennad ouzhpenn 4 bloaz kozh eo Kan ar Bed, pa oa deuet ar soñj gant Arno Elegoed ha Joris Inadias sevel ur bladenn evit bugale ar skolioù Diwan pe ar skolioù divyezhek gant kanaouennoù eilet gant ar gitar hag ar fleüt ha netra ken.

Hag an daou vignon da gaozeal eus ho mennad gant Véronique Autret, ur ganourez donezonet-kaer hag a zo bet ezel, da skouer, eus ar strolladoù Gwalarn pe Bann-heol. Degasomp da soñj ez eo Véronique Autret he deus lakaet sonerezh war « Karantez-vro », ur c’haer a varzhoneg skrivet gant Anjela Duval pemp bloaz zo hag hanter-kant.

120 den o labourat war ar bladenn

Tamm-ha-tamm eo emdroet ar raktres avat ha deuet eo da vezañ sonerezh evit an holl. Ne ouient ket e oant o vont da voulc’hañ ur pezh mell pikol oberenn hag a lakaio anezho da labourat war meur a dachenn ha da vodañ ouzhpenn kant ugent a dud tro-dro dezho : oberourien, sonerien, kanerien hag ivez kenlabourerien all, karget da gas labourioù pouezus a bep seurt da benn.

An dra gentañ da ober a oa bet dibab tonioù eus ar bed a-bezh ha lakaat testennoù brezhonek warno. Pep hini diouzh e du, o deus selaouet n’ouzon dare pet kanaouenn war ar Genrouedad, pe e vefent hengounel pe ne vefent ket, eus ar Grennamzer betek hiziv. Ur pezh labour a-raok dibab trizek kanaouenn da vat, lod anezho brudet, lod all dianav d’an darn-vrasañ eus ar Vretoned.

Youenn Gwernig, Idir, Ben Mohamed, Manu Chao, Mikel Laboa, Joxean Artze,… a oa o vont d’ober un hir a veaj ganto war hentoù pe war morioù hag a gaso anezho da Alamagn, Rusia, Euskadi, Arc’hantina, Kabilia, Suafrika, Bolivia, Sina, Korsika, Bro-Saoz, Tahiti, Katalonia ha Breizh.

Treiñ kanaouennoù brudet e brezhoneg

Erruet e oa poent goulenn digant brezhonegerezed ha brezhonegerien sevel pe treiñ pozioù evit pep kanaouenn dibabet, nemet evit hini Youenn Vras – Tuchenn Mikael – ur vrav a ganaouenn a gloz beaj Liza ha Moutig tro-dro d’ar bed.

Bet eo pennoù ar raktres e darempred gant tud hag a c’halle, hervezo, sevel pozioù brezhonek evit kanaouennoù nevez-flamm. Perynn Bleunven, Jil Penneg, Gwenvred Latimier, Fulup Jakez, Annaig Kervella, Annie Coz, Malo Bouëssel du Bourg, Goulwena an Henaff, Mark Kerrain, Charlez an Dreo, c’hwec’hvedidi glas ha melen Skolaj ar Releg-Kerhuon, Gwennole Bihannig, ha Gwenn-Ael ar C’helleg a zo aet d’o heul.

N’eo ket bet un ebat atav skrivañ ar pozioù evit an tonioù a oa bet fiziet enno. Ret e oa dezho derc’hel kont eus elfennoù a bep seurt – niver a droadoù, taol-mouezh, ster, yezhadur, gerioù, sonerezh ha kement zo… Ha dav eo bet kendrec’hiñ, a-hend-all, barzh pe varzh evit kaout ar gwirioù a-wechoù ivez.
Ronan Ó Luasa, ur Roazhonad, en deus adkempennet ar c’hanaouennoù. Ul lip-e-bav eo klevet disoc’h e labour aketus.

Ul levr skeudennaouet

Kanerien ha sonerien a-leizh o deus roet buhez d’ar c’hanaouennoù peurlipet. Re hir e vefe sevel roll o anvioù met gallout a reer kavout anezho-holl e dibenn al Levr-CD. Gallout a reomp menegiñ en o zouez Véronique Autret, Dan ar Braz, The Bulgarian Symfony Orchestra, Joris Inadïas, Petru Bracci, Eloïse Lagadeg, Arnaud Lacarte, Cynthia Musson, Greg Le Gouic. Pebezh plijadur eo klevet anezho o seniñ pe o kanañ.

Evit klokaat ar bladenn ez eus bet divizet sevel ul levr skeudennaouet ma c’haller lenn ur gontadenn savet gant Clara Colin. Gallout a raio Yann Lenner mont evel-se da zizoleiñ ar bed war roudoù Liza ha Moutig. Skeudennaouet-brav eo bet al levr gant an Naonedad Geoffrey Berniolle. Kefridi Liza eo dastum an holl vinvioù ha degas anezho da sant Mikael evit ma c’hallo hemañ c’hoari Laz-seniñ Sonerezhioù ar Bed an deiz war-lerc’h…

Gallout a reer, a-hend-all, lenn pozioù an holl ganaouennoù brezhonek hag an droidigezh anezho a-hed pajennoù ar c’haer a levr-se.

Un diskouezadeg e Kemper

Adlennet hag azasaet e oa bet an holl destennoù a ya d’ober al levr-CD, savet en enor da Vartial Ménard, gant ur skipailhig tud, en o zouez Gwenn-Ael ar C’helleg, Arno Elegoed, Olier ar Mogn (Ofis publik ar brezhoneg), Louis Elegoët, Marie-Claire L’Haridon, Jil Penneg ha Vincent Jaouen.

Ne oa ket bet plaen an hentoù atav, digompez-mat lod anezho zoken. Skoaselloù don a veze, a-wechoù, en hentoù a zo bet darempred gant Arno, Joris ha Véronique ! Petra bennak ma oa c’hoarvezet, aet int betek penn o soñj. An neb a venn, hennezh a c’hall !

Dre chañs, n’o deus ket kavet skoilhoù hepken war o hent. Rak skoazellet eo bet o raktres gant Rannvro Breizh ha gant Ti-kêr Kemper ma oa roet lañs ent ofisiel d’al levr-CD « Kan ar Bed » d’ar 16 a viz Du 2018 ha ma oa bet dioueliet an diskouezadeg anvet eveltañ hag a vo kinniget e hall bras ti-kêr Kemper betek kreiz miz Kerzu.

Tro o do ar re vihan hag ar re vras d’ober anaoudegezh gant sevenadurioù ar bed dre ar brezhoneg. Da lenn ha da selaou hep moder !

Bannoù-heol : https://www.kanarbed.bzh/

Levr-CD : 21,90 €
CD : 12,90 €

Dispak

Produits en lien avec ce post

Kan ar Bed - Livre-CD
Le Chant du Monde
21,90 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogConditions générales de venteMentions légalesContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io