Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres CDRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2015-04-01 - Presse écrite

Du ha gwenn ha plas da lenn…

Du ha gwenn ha plas da lenn…

Skeudennoù loened-ti troet gant Bannoù-Heol diwar ul levr eus ti Nathan, skeudennoù gant Nathalie Choux, embannet gant Bannoù-heol 7,95€.

Daou levr nevez a zo bet embannet gant Bannoù-Heol evit ar re vihanañ (adalek ur bloaz betek tri) : Skeudennoù loened-ti ha Skeudennoù karbedoù. En un dastumad anvet Furchal emaint . Ger-stur an dastumad-se : Fri-furch a-vihan, fri-furch da viken ! Sapre raktres neketa. Brav-tre eo Skeudennoù loened-ti gant un doare c'hoari bep eil pajenn (un draig da fiñval evit reiñ buhez d'an dresadenn) hag un doare c'hoari-memor e fin al levr : Hag anavezout a rez an holl loened-mañ ? Diskouez an hini a blij dit ar muiañ ! Moutik eo ar skeudennoù ha plijus-kaer an doare da lizherenniñ ar gerioù. Dleout a rafe plijout d'an danvez-furcherien ha d'o zud.

Le Peuple Breton

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogMentions légalesConditions générales de venteContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io