Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres CDRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 01/01/2006 - Presse écrite

Thorgal - An 3 den kozh a Vro-Aran hag Arakena

Thorgal - An 3 den kozh a Vro-Aran hag Arakena

Thorgal e brezhoneg ! Sell 'ta ! Ar re n'int ket troet gant ar bannoù-treset n'anavezont ket Thorgal Aergisson, mab ar stered : koulskoude eo unan eus an tudennoù brudetañ er bloavezhioù 80 ha 90, hag 28 albom a ya d'ober dastumad troioù-kaer ar fur a haroz-mañ.

Ur bed etre henamzer ha krennamzer, brezelourien, mallozhioù, un tamm skiant-faltazi, beajoù diehan, kentelioù furnez, ha tresadennoù kaer Rosinski : setu aze un nebeud elfennoù eus saga Thorgal, e wreg Aarisia, e vugale Johan ha Bleizez. Ne zisoñsomp ket ivez eo bet savet an istorioù gant Van Hamme, tad XIII.

War-lerc'h Boulig & Billig ez eus bet divizet gant Bannoù-heol, kregiñ gant daou albom war un dro, istorioù klok anezhe, ha fiziet eo bet al labour treiñ e Tudual Audic, tapet gantañ ur brav a skiant-prenet a-benn bremañ. Setu neuze ur rummad avañturioù o do plijadur an holl gantañ, lakaomp adalek 9 bloaz betek 99 vloaz.

(Emb. Bannoù-heol, 140, straed Pont-'n-Abad, Kemper)

Brieg ar Menn

Armor Magazine

Produits en lien avec ce post

Les 3 vieillards du Pays d'Aran
Thorgal
9,94 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogMentions légalesConditions générales de venteContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io