Nous serons présents au Salon du Livre de Plabennec le samedi 8 décembre !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres audioRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2005-04-01 - Presse écrite

Salud Titeuf !

Berzh bras a ra Titeuf e-touez ar vugale. Hag er stalioù levrioù ivez. Prizioù e Gouel Angoulême, ur rummad tresadennoù-bev, troet sotonioù ar paotrig e 25 yezh... Marteze eo dianav an treser Zep deoc'h evit ar mare, met goude bezañ lennet Kenô bed kriz ne vo ket ken. Un taol-kaer eo evit an embanner, Bannoù-heol.
Salud Titeuf !

Tintin, Asteriks, Yakari, Lucky Luke, Boulig ha Billig... zo bet lakaet e brezhoneg c'hoazh. Tudennoù kozh a-walc'h int hag o istorioù zo anavezet dre ar bed a-bezh pe dost. Warlene e oa bet troet troioù-kaer diwezhañ Vick ha Vicky, deuet er-maez e galleg hag e brezhoneg war ar memes tro. Marvailhoù ar C'horrigan, embannet gant Soleil, zo bet troet ivez. Kalz nebeutoc'h anevezet eo ar re-mañ, met kalz nevesoc'h int... Titeuf eo blaz an nevez zo gant e istorioù (daoust da Zep bezañ savet 10 levrenn c'hoazh) ha berzh bras a ra ouzhpenn-se !

Arno Elegoed, e penn Bannoù-heol, zo kelenner skolaj da gentañ. Goulenn a ra ingal diganto petra a blij dezho lenn. "D'ar mare-se 90 % eus va skolidi a oa sot gant Titeuf !" emezañ. E 2002 e oa en em gavet gant Gwenole Bihannig, kelenner skolaj ivez, e Gouel Levrioù Karaez. Anv eus Titeuf a oa gant e skolajidi ivez. Kinnig a ra neuze da Arno Elegoed lakaat e skolidi da bleustriñ war an droidigezh.

"Ur mennozh pedagogel mat-tre e oa" eme Arno Elegoed, "dre ma oa pal labour ar skolajidi embannadur al levr. N'on ket bet nec'het tamm ebet e vefe graet an treiñ gant ar grennarded. Gwarizius e oan un tamm zoken, peogwir e plij Titeuf kalz din hag e vefen bet laouen o treiñ istorioù Zep !" emezañ. "Nec'hetoc'h e oan gant ar gwirioù. Ar wech kentañ eo evit Titeuf komz ur yezh vinorelaet." Renket afer ar gwirioù gant Glénat, embanner orin Titeuf, dibabet ul levr (ar c'hwec'hvet er rummad) ha setu boulc'het al labour.

Bec'h dezhi

Daou glasad pevare klas eus skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon zo bet lakaet er jeu, er bloavezh 2002-2003. "Dedennus e oa framm al levr evit rannañ al labour" eme Wenole Bihannig. Ur bajenn zo evit pep istor : ur bajennad zo bet roet da dreiñ da bep skolajiad. "Bodet hon eus goude-se labourioù an holl" eme Wenole. "Pa veze ur gudenn e oa ugent kinnig e-lec'h unan pa vez un troer e-unan-penn. Tro o deus bet ar skolajidi da labourat war ur yezh a live pemdeziek, gant kunujennoù hag estlammadennoù a bep seurt. Boas int d'ober gant ur yezh reut, hini ar skol". N'o devez ket tro kement-se da glevet brezhoneg e-maez ar c'hentelioù siwazh. Ret deskiñ dezho ar c’heriaoueg na vefe ket sañset da vezañ studiet er skol. Gant Titeuf e vez alies kaoz eus pich, kaoc'h, mic'hi... Ur fentigeller 10 vloaz eo na petra 'ta. "Furchet o deus evit kavout kunujennoù, goulennet o deus digant o zud, c'hoariet o deus da veskañ div gunujenn en ul lavarenn nevez..." Dindan evezh ar c'helenner evel-just. "Gwelet o deus pegen gwevn e c'hell bezañ ar yezh". Etre pemzektez ha teir sizhun war-lerc'h e oa graet ar pep diaesañ. Adlennerien o deus peurechuet an droidigezh. 2 000 skouerenn zo bet moullet gant Bannoù-heol e Genver 2005. Er stalioù emaint holl daou viz war-lerc'h.

Ledanaat ar c'hinnig

Evit ar skolajidi, deuet da liseidi hiziv, e seblant pell ar boelladenn. "Plijus e oa labourat a-stroll, ret e oa kaout ijin, klask gerioù gros kenetrezomp, modernaat ar yezh" eme Soazig. Met echu eo an afer-se. Souezhet brav int bet o welet al levr er stalioù "ha plijus eo lenn war ar pajennoù kentañ : troet gant klasadoù pevare 2002-2003 Skolaj Diwan ar Releg" eme Vari. Siwazh evit Titeuf, n'eo ket e farsadennoù a lennont hiziv ken. Kresket al lennerien, cheñchet al lennadurioù ivez. Trolls de Troy ha Lanfeust kentoc'h evit Melaine. "Bannoù-treset muioc'h evit an dud vras" evit Mael. Ha labour ouzhpenn evit an embannerien vrezhonek ! War ar stern emañ troidigezh Thorgal gant Bannoù-heol. "Ma vez roet skoaziadoù deomp gant ar Rannvro" eme Arno Elegoed, "e c'hellimp kinnig Thorgal e brezhoneg evit Gouel Karaez 2005."

Titeuf, Kenô bed kriz, gant Zep. Embannet gant Bannoù-heol. Kement ha gouzout hiroc'h : www.b-heol.com

Bremañ

Produits en lien avec ce post

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogConditions générales de venteMentions légalesContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io