![Dindan ar seizh avel](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/33528d0e323e06d0720f3d1520781ceebb8437da-722x1080.jpg?w=722&h=1080&auto=format)
![](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/dca7e9a022b8656abf566150705277154ff65629-720x1080.jpg?rect=0,180,720,720&w=120&h=120&auto=format)
Dindan ar seizh avel
Titl orin :Dindan ar seizh avel
Danevelloù mor. Mont war vor… evit e damm blijadur ? N’eo ket, evit gounit e dammig bara ha poaniañ evit en ober, ne lavaran ket ! Aogust zo o vont d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant buhez kalet paotred ar Beskerezh vras er-maez d’an Island. Pebezh beaj evit ur mous ken yaouank ! Evit Klaoda avat, merc’h ur c’habiten kabhorner, ez eo un afer all. Hi ivez a raio un hir a veaj, tro-dro d’ar bed. Laouen e vefe o vont da heul ar vartoloded en o labour. Met n’eo ket ar pezh zo bet divizet gant he zud. Ha ma’z afe dre guzh ? Fañch Rebours a ginnig div zanevell deomp, un digarez e vo da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar vuhez war al listri-pesketa pe kenwerzh a oa ken niverus all war vor e penn-kentañ an XXvet kantved.
Mentoù : 22 x 14,5 cm
ISBN : 9782240053572
Adalek 9 bloaz
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !