La caisse à outils du parent non bretonnant
Titl orin :La caisse à outils du parent non bretonnant
Ar stalig e brezhoneg
Rummadoù :Levrioù e galleg e brezhoneg
Ti-embann : Kuzul Skoazell Skol Diwan Sant-Brieg
Ma’z oc’h gouest da lenn ar skrid-mañ, n’eo ket graet al levr-mañ evidoc’h ! Met hep mar ebet e anavezit tud ha ne oaront ket brezhoneg hag o deus skoliataet o bugale en un hentenn divyezhek pe dre soubidigezh… pe tud hag a zo e-sell d’en ober. Moarvat en em c’houlenn ar re-se penaos e vo kont pa n’int ket evit kompren ar yezh. Ma, setu amañ peadra da zinec’hañ anezhe : kavet e vo el levr-mañ kement zo ezhomm evit ober anaoudegezh gant ar brezhoneg ha bezañ e-tailh da heuliañ labour-skol o bugale, na pa ne c’hallfent ket kompren pep tra.
Brudit an oberenn-mañ en-dro deoc’h eta !… Ra vo hor boestad vinvioù un tu ouzhpenn, e-mesk ar reoù all, da dreiñ an tadoù hag ar mammoù war-du ar skolioù brezhonek ha da zerc’hel da gennerzhañ ar gelennadurezh en hor yezh !
Niver a bajennoù : 64
Skeudennaouer(ien) : Kuzul Skoazell Sant-Brieg
Oberour(ien) : Kuzul Skoazell Sant-Brieg
Mentoù : 14,8 x 21 cm
ISBN : 979-10-415-5020-3
Adalek 18 vloaz
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !