
Tan
E penn uhelañ an torgennoù glas, lec'h ma vez goloet ar menezioù gant latar ar beurevezhioù disafar, eo kludet ar gêriadennig vaya anvet Sakamch'en. En tu all...
Stourmerez henvroadez tsotsil-maya, ganet e Sakamch’en, ur gêriadenn anvet hiziv San Andrés Larrainzar e stad Chiapas, e su bro v-Mec’hiko.
Goude ur stummadur war an ekonomiezh he deus labouret e-pad 12 bloavezh gant maouezed henvroat war temmoù ar gwirioù hag an dishualañ e kumuniezhoù Chiapas.
Staliet e Douarnenez abaoe 7 vloaz, a bouez eo dezhi rannañ he sevenadur, he yezhoù hag istor he fobl, prederiañ ha divizout asambles war temmoù ar sevenadurioù hag ar yezhoù minorelet. Kemer a ra perzh e raktresoù skolioù ha skolajoù ar vro, pe e vefe gant stalioù skritur, eskemmoù dre vizio gant Mec’hiko pe diskouezadegoù. Buheziñ a ra prezegennoù war temmoù an aozadur politikel hag hengounioù ar bobl maya.
Komedianez eo ivez, er mare-mañ er pezh-c’hoari “Kakaw” gant Strollad la Obra.