Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
KN

Karl Newson

Karl Newson zo bet savet e Norwich, e Bro-Saoz, ha broudet e oa bet da skrivañ e levr skeudennoù kentañ pa oa bihan e vugale... Abaoe e kendalc'h da skrivañ istorioù. E Londrez emañ o chom hag hunvreal a ra e kastelloù savet gant levrioù hag o nijal war-zu al loar evit sellet ouzh ar bed o tremen. Troet eo bet e istorioù e 27 yezh dre ar bed.