
Poent ober bilh, da vat
Galago Bihan en deus c'hoant bras d'ober titich. Ha koulskoude, just a-raok kuitaat an ti, n'en doa ket ezhomm. Buan, ret eo kavout pelec'h ar privezioù,...
Duncan Beedie zo ur skeudennaouer saoz evit ar vugale, staliet e Bristol.
Pa oa bugel e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 e tremene Duncan eurvezhioù o tresañ e sal-debriñ e dud. Hiziv an deiz n'eo ket cheñchet kalz an traoù, daoust m'en deus Duncan lakaet ar skeudenniñ da vicher.
Duncan Beedie a labour gant teknik ar skeudenniñ niverel.
Gant ur bladenn grafek en e zorn e ijin tudennoù tener ha livus. The Bear who stared eo e albom kentañ.
Labourat a ra ivez Duncan Beedie war dachenn an tresadennoù-bev, evit ar rouedad hag ar skinwel.