Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Tunvezh, kelaouennerez Radio Kerne ha plac’h ar vro vigoudenn ha brezhoneg livet ganti ! Perzh eo deus skipailh kazetennerien "Brudañ ha Skignañ". Klevout a reoc’h he mouezh flour abred deus ar mintin er c’heleier hag oc’h atersiñ tud eus ar vro en "Divskouarn o Nijal". Kenanimañ a ra an abadenn "Deomp dezhi" ivez. Bourrus ‘kavoc’h ho amzer ganti !

Sur le blog

Ar c'hantat "Ar Marc'h Dall" a zo o vezañ savet a-nevez !

Ar c'hantat "Ar Marc'h Dall" a zo o vezañ savet a-nevez !

Goude al levrig-pladenn « Kan ar Bed » hag en doe graet berzh daou vloaz 'zo, emañ an embannadurioù « Bannoù-heol » gant un eil raktres bras. Lazoù-kanañ breton ha korsat, laz-seniñ Bulgaria, binviji hengounel ha nevez,... ur c'henlabour etrevroadel a vo ar wezh-mañ c'hoazh, evit lakaat da glevet en-dro un oberenn deus fin ar bloavezhioù 1970. Skrivet e voe bet « Ar Marh Dall » gant Job an Irien da neuze, da zihuniñ ar Vreton-ezed a-raok ma vefent kollet en ur sevenadur bedelaet. Arno Elegoed, rener an embannadurioù « Bannoù-heol », a gav dezhañ eo ur stourm a-vremañ kement hag e oa er bloavezhioù 1970. Daleet eo bet enrolladennoù ar bladenn evel-just, dre ma n'eo ket bet posupl mont da vBulgaria e pad mizvezhioù. Emichañs e loc'ho an enrollañ en-dro a-benn miz Eost.
Postet e Skingomz d'an 2020-07-22

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io