
Mikael Bodlore-Penlaez
Diouzh e vicher eo dedennet gant ar gartennoùriezh hag e plij dezhañ sevel kartennoù hag atlasoù a denn da Vreizh ha d'ar pobloù minoraelaet. Pourveziñ a ra kartennoù evit levrioù embannet e Breizh. Asambles gant Divi Kervella en doe savet, skeudennet ha sinaet meur a levr war an tachennoù e vourrent plediñ ganto : kartennouriezh, bannielouriezh hag ardamezouriezh[1]. Krouet en doe e 2005, gant skoazell Divi Kervella, Geobreizh, porched douaroniel Breizh, evit pourveziñ kartennoù brezhonek, kartennoù Breizh istorel, rolloù anvioù douaroniel…[2]
E 1999 en deus krouet al lec’hienn Eurominority.eu ha war-lerc’h en deus renet Atlas ar broadoù hep Stad e Europa, ul levr diwar-benn stad pobloù minorelaet e Europa, ha troet e saozneg hag e galizeg. Stourmañ a ra evit gwir ar pobloù d'en em dermeniñ ha kemeret en doa perzh en intrudu YesBreizh.net a gas war-raok dizalc’hiezh Breizh.
Ur soner gaolviolin anezhañ ez eo dedennet gant ar sonerezh klasel e Breizh hag en deus kensavet ul levr gant Aldo Ripoche. Ul levr flemmus a-enep an adreizh tiriadel en deus skeudennet ha skrivet gant Erwan Chartier-Le Floch.
E 2015 en doe krouet ar gevredigezh Bannieloù Breizh m'emañ prezidant anezhi.
Kemeret en deus Mikael Bodlore-Penlaez perzh er stourmadeg evit ma vo degemeret an astenn Internet .bzh evit Breizh. E 2006 en deus skignet ur goulennadeg war lec’hienn Geobreizh.com evit-se. A-drugarez d’an obererezh-se o deus en em ziazezet meur a strollegezh lec'hel (Rannvro Breizh peurgetket) gant un doare ofisiel. Deuet eo da vezañ besprezidant ar gevredigezh www.bzh he deus bet d’an 13 a viz Mae 2013 an aotre gant an ICANN (Internet Corporation for Assigned Names and Numbers) da implijout an astenn nevez.
Mammenn : Wikipedia
Kemer perzh
Sur le blog

Ar bed e miltamm

Avel em fenn

Français. La carte du monde en breton disponible sous forme de puzzle

Français. Quimper. Un nouveau puzzle en langue bretonne !

Français. Le premier puzzle représentant la carte du monde en langue bretonne vient de sortir

Français. Une carte du monde en breton, façon puzzle

Miltammoù nevez e brezhoneg !

Français. À Quimper, les lauréats du jeu organisé pendant le Mois du breton ont reçu leurs prix

Ur miltamm brezhonek

Français. Mois du breton : on joue dans les boulangeries

Français. À Quimper, le breton s’affiche… y compris sur les sacs à baguettes !

Français. Initiative locale

Français. Langue bretonne. Des idées cadeaux pour Noël

Français. Un puzzle sur les nations celtiques

Français. Puzzle en breton : et maintenant, les nations celtiques

Français. Leur puzzle en breton, né à Quimper, dévoile la carte des pays celtiques

Français. Reconstituer les pays celtiques

C'hoarioù stroll e brezhoneg

Re bell ganti

Français. Puzzles en breton !

Div voest e gwerzh - Breizh en ur miltamm

Français. Grâce à ce Quimpérois, la carte de la Bretagne se décline désormais en puzzles

Français. Ces deux Quimpérois ont éparpillé la Bretagne façon puzzle

Français. Des puzzles pour apprendre la géographie de la Bretagne en s'amusant

Keleier Breizh

Français. Puzzles en breton
