
Jakez-Erwan Mouton
Jakez-Erwan Mouton, bet ganet e Sant-Maloù d'ar 29 a viz Genver 1957, zo kelenner ha skrivagner brezhonek. Bet eo kelenner war ar saozneg a-raok kelenn brezhoneg e Gwitalmeze.
Unnek levr zo bet skrivet gantañ e brezhoneg : romantoù evit ar grennarded, romantoù evit bugale ar c’hentañ derez, romantoù evit an dud deuet, hag un dastumad barzhonegoù.[1]