![Laboused an arvor](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/c1fd04bfe1782154933b85cf5eb31bbc6e09c36d-567x808.jpg?w=567&h=808&auto=format)
![](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/d07961e1a1d803f72f63881e20dcc4a990864e86-684x1060.jpg?rect=0,188,684,684&w=120&h=120&auto=format)
![](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/0222bd6de21c89cae6c0e98e77816854098ae75e-692x1064.jpg?rect=0,186,692,692&w=120&h=120&auto=format)
Laboused an arvor
Titl orin :Les Ailes du rivage
Dastumad :
France 3 Ouest / JPL Films e brezhoneg
Rummadoù :DVD e brezhoneg
-DVD evit ar grennarded & an oadourien e brezhoneg
-Teulfilmoù e brezhoneg
Ti-embann : France 3 Ouest / JPL Films
Kinnig a ra an DVD-mañ, gant skeudennoù kaer ha sebezus eus o buhez bemdez, 41 spesad laboused a gustum daremprediñ arvor Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel. An holl evned-mañ a c’hell bezañ arvestet outo en natur, da vare an neizhiañ evit lod, da goulz an divroañ hag ar goañviñ evit lod all, o tont eus an Hanternoz pell. N’ho peus ket ezhomm da vezañ un evnoniour arroutet, a-walc’h eo deoc’h mont da bourmen e lec’hioù zo (Beg-douar Frehel, Mor Bihan Gwened, ar Jentilez) ha digeriñ ho taoulagad.
Mentoù : 13,5 x 19 cm
Adalek 8 vloaz
15,00 €
Er stok
Degasadenn da 0,01 € adalek 35 €, dindan 3 devezh du-se
N'ho peus ket c'hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !