Postet d'an 2020-07-07 - Skingomz
Keleier, ar bed hiziv an deiz
E 1979 o doa ar sonaozer René Abjean hag ar skrivagner Job an Irien savet ur c'hantate anvet "Ar Marc'h Dall". Un 30 kwech bennak e oa bet kinniget an oberenn e Breizh ha berzh 'n oa graet ken modern e oa ar sonerezh d'ar c'houlz-se ha don ar pozioù.
O vezañ adenrollet emañ ar c'hantate. Ganet ar raktres gant Arno Elegoed, bet lusket gantañ Kan ar Bed, al levr CD bet embannet 2 vloaz 'zo.
Da c'hortoz klevet ha lenn Ar Marc'h Dall e c'helloc'h bepred dizoloiñ Kan ar Bed ma n'eo ket graet c'hoazh... Kaerat levr CD.
--:--
--:--
Perzh o deus kemeret : Katell Uguen
France Bleu Breizh-Izel