Teulfilm Ar Marc'h Dall a vo skignet e mediaoueg Landerne d'an 09/03 da 3 eur ha d'ar 15/03 e hini Lesneven da 6 e noz.
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 22/07/2020 - Skingomz

Ar c'hantat "Ar Marc'h Dall" a zo o vezañ savet a-nevez !

Goude al levrig-pladenn « Kan ar Bed » hag en doe graet berzh daou vloaz 'zo, emañ an embannadurioù « Bannoù-heol » gant un eil raktres bras. Lazoù-kanañ breton ha korsat, laz-seniñ Bulgaria, binviji hengounel ha nevez,... ur c'henlabour etrevroadel a vo ar wezh-mañ c'hoazh, evit lakaat da glevet en-dro un oberenn deus fin ar bloavezhioù 1970. Skrivet e voe bet « Ar Marh Dall » gant Job an Irien da neuze, da zihuniñ ar Vreton-ezed a-raok ma vefent kollet en ur sevenadur bedelaet. Arno Elegoed, rener an embannadurioù « Bannoù-heol », a gav dezhañ eo ur stourm a-vremañ kement hag e oa er bloavezhioù 1970. Daleet eo bet enrolladennoù ar bladenn evel-just, dre ma n'eo ket bet posupl mont da vBulgaria e pad mizvezhioù. Emichañs e loc'ho an enrollañ en-dro a-benn miz Eost.
Ar c'hantat "Ar Marc'h Dall" a zo o vezañ savet a-nevez !
--:--
--:--
Radio Kerne

Produioù liammet gant ar post-mañ

Ar Marc'h Dall - Levr-CD
Kan ar Bed
22,90 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io