Postet d'an 25/05/2014 - Skingomz
An divskouarn o nijal #2
Abaoe miz Gwengolo ez eus bet labouret war ur raktres treiñ levrioù Arzhig Du e brezhoneg gant skolajidi, liseidi ha studierien Kemper. Ur c'henlabour gant un embanner, Bannoù-heol, rouedad mediaouegoù Kemper kumuniezh hag an hentad kelenn divyezhek. Klevet e vo testeni ar vugale, an embanner, ur gelennerez ha tud mediaouegoù Kemper.

--:--
--:--
Radio Kerne