Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2006-09-01 - Kazetennoù

Nevez !

Nevez !

An afer Sezneg

Abaoe ma oa bet eus an afer Dreyfus ne oa ket bet kalz a aferioù justis oc'h ober kement-se a reuz e Bro-C'hall, hag e Breizh, brav eo gouzout, pa 'z eo Guillaume Sezneg eus Bro-Leon. Bet e oa bet kondaonet d'ar galeoù e 1924 evit bezañ lazhet Pierre Quemener ha ne oa ket bet adkavet e gorf biskoazh. Ha n'en doa ket paouezet Guillaume Sezneg da lavaret e oa digablus. Kement a destenioù a oa bet lakaet a-gostez ma soñjer e c'hallfe bezañ bet unan eus brasañ fazioù ar justis e deroù an 20vet kantved. M'ho peus c'hoant da c'houzout hiroc'h ha da sellet war un dro ouzh ur film mat...

Ur pezh mell labour a zo bet kaset da benn gant strollad Dizale evit lakaat ar film 190 mn e brezhoneg (2 zDVD a zo). Soñjit 'ta ez eus bet ezhomm eus mouezhioù disheñvel evit tost da 40 dudenn ! War-lerc'h an tresadennoù bev kentañ evit TV Breizh e tiskouez amañ Dizale bezañ tizhet e oa ar vrezhonegerien o hunvreal ennañ bloavezhioù zo.

Ha plijusat tra evit an dud o teskiñ brezhoneg, pe evit aesaat ar c'hompren : istitloù e brezhoneg a c'haller lakaat war wel, diouzh ho krad.

Bagadig Billig

Sed aze titl 30vet albom troioù-kaer (ha farsus) hor c'hamaladed Boulig hag e gi Billig, hag ar 6vet (mar plij !) lakaet e brezhoneg gant Maurice Hamon eus strollad Bannoù-heol. Treset eo bet gant Verron, pennhêr Roba, a zo aet da anaon nevez zo. A-drugarez d'ur sirk deuet d'en em staliañ e-kichen ti Boulig ha Billig o deus kavet an daou gañfard ur bern mignoned : soñjit 'ta ez eus bet treset ouzhpenn 36 loen disheñvel, fentus o fennoù ha spi am eus e vint gwelet en-dro en albomoù a zeu. M'ho peus c'hoant da c'houzout petra a c'hoarvezo, peseurt troioù-kamm pe c'hoarioù a c'haller ijinañ gant un olifant, un orang-outang, un naer-biton, pengouined ha me oar-me, kit, bras ha bihan, da lenn.

Brieg ar Menn

Armor Magazine

Produioù liammet gant ar post-mañ

An afer Sezneg
Dizale
15,00 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io