25 bloaz an ti-embann Bannoù-heol
Penaos e oa deuet ar soñj deoc'h krouiñ ho ti-embann brezhonek e 1999 ?
Un tammig dre zegouezh e oa bet krouet Bannoù-heol evit lavaret ar wirionez : bet e oan bet e darempred gant Dargaud, embanner « Boule & Bill », evit goulenn outo an aotre da ginnig ur stumm brezhonek eus al levrioù brudet-se. Er pellgomz e oan bet estonet rak gortoz a raen ur respont evel « ne vo ket posupl », « hir e vo », n’omp ket dedennet »… Paket berr e oan bet avat dre ma oa bet respontet « ya » din diouzhtu ha goulennet da beseurt embregerezh e oa ret dezho kas ar gevrat zoken ! Dav e oa bet din furchal er geriadur evit kavout un anv diouzhtu-dak. Dre ma oan o vont da embann bannoù-treset em boa kavet plijus an anv « Bannoù-heol » ha ganet an ti-embann evel-se ! Da’m soñj, ma vije bet ur respont all gant Dargaud, ne’m bije ket klasket mont pelloc’h war hent an embann ha disheñvel e vije bet ma buhez.
Petra eo ar skoilhoù pennañ a zo bet ret deoc'h talañ outo e-pad ar 25 bloavezh tremenet ?
Studioù war ar sonerezh am boa graet evit dont da vezañ kelenner sonerezh. Da gentañ ne ouien netra diwar-benn bed an embann eta. Ur bern traoù am boa desket tamm-ha-tamm ma-unan. Ha fazioù am boa graet ivez evel-just dre ma ne oan ket stummet. Evit al levr kentañ em boa implijet ar poellad Photoshop da skouer evit sevel maketenn al levr, ’pezh ne oa ket ar mennozh gwellañ, tamm ebet…
Er penn kentañ e oan techet da implijout ul live yezh kalz re uhel ivez daoust ma oa savet al levrioù evit ar re yaouank… Levrioù zo a oa bet start da werzhañ abalamour da se. Ha chomet int e-pad pell e-barzh kav ma zud !
Petra eo ar mareoù pouezusañ en istor ho ti-embann ? Hag ar mareoù plijusañ ?
E-pad bloavezhioù hon eus embannet levrioù troet e brezhoneg (« Boulig & Billig », « Titeuf », « Thorgal », « Arzhig Du »…). Alies-mat e veze lavaret din gant tud zo e Gouel al Levrioù e Karaez e vefe mat krouiñ levrioù e brezhoneg ivez. A-du e oan gant ar savboent-se evel-just met seurt raktresoù a rae aon din memes tra.
Pa oa bet embannet « Kan ar Bed » e 2018 hag « Ar Marc’h Dall » e 2021 e oa bet prantadoù pouezus-tre ha plijus-tre war ar memes tro. Ha kalz a labour a oa bet graet evit dont a-benn da vont betek penn !
Peseurt alioù a rofec’h d’un den hag a fell dezhañ/dezhi kregiñ da embann pe da grouiñ levrioù evit ar re yaouank ?
En em stummañ da gentañ war micherioù an embann evit chom hep ober ar memes fazioù ha me !
Peseurt sell ho peus war dazont ho ti-embann ? Peseurt raktresoù pe peseurt emdroadur ?
Plijout a ra din ober war-dro « Bannoù-heol » bepred evet pa’m boa kroget e 1999. Raktresoù liesseurt a vez atav gant tud a bep seurt. Ur sapre sikour am bez gant Ofis Publik ar Brezhoneg hag Olier ar Mogn evit adlenn an holl droidigezhioù, ’pezh am skoazell kalz. Embann levrioù n’eo ket start ken start hag e penn kentañ an avantur neuze. Mankoù zo memes tra : ne weler ket a-walc’h al levrioù nevez er stalioù ha n’eo ket aes brudañ anezho ha kelaouiñ ar skolioù hag ar gerent. Dav e vo prederiañ war ar poentoù-se en amzer da zont.
Komzoù dastumet gant Nikolaz Gourvenneg