Nous serons présents au Salon du Livre de Pluguffan le 1er décembre !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres audioRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2018-12-01 - Presse écrite

Kan ar Bed

Pladenn heverkañ 2018 e vo ar bladenn-levr-mañ hep mar ebet ! Hor c’heneil Arno Elegoed eus Bannoù-heol en deus kaset ur raktres eus ar bravañ betek penn.
Kan ar Bed

Ul labour 4 bloaz. Skoilhoù a zo bet war an hent ha ranket en deus derc’hel penn. Ul lañs a enor a zo bet lidet e ti-kêr Kemper d’ar Gwener 16 a viz Du. E Gouel Levrioù Karaez ’oa bet gwelet an oberenn evit ar wech kentañ.

Goude bezañ bet ur raktres evit ar vugale ez eo e gwirionez un oberenn evit an holl. Al levr a gont beaj Liza o nijal eus ur vro d’eben en-dro d’ar bed. Savet eo bet gant Clara Colin ha treset gant Geoffrey Berniolle. Un dibab kanaouennoù a zo bet graet. Ur wech bet an aotreoù eo un niver bras a dud o deus kemeret perzh : eus un tu brezhonegerien o deus azasaet, troet pe savet testennoù dieub diwar an testennoù pe ar sonerezh orin, eus un tu all kanerien, Laz-seniñ Bulgaria, ha labour teknikel ha melestradurel evel-just. Klevet pozioù brezhoneg war tonioù anavezet eus Euskadi, Rusia, Kabilia pe c’hoazh Sina a zo un drugar !

Ur gwir labour a-feson a zo bet kenurzhiet gant Arno Elegoed ha Joris Inadïas ha se en enor da vMartial Ménard. Trugarez vras dezho.

Levr-pladenn : 21,90 € - Pladenn : 13,80 €

Al Liamm

Produits en lien avec ce post

Kan ar Bed - Livre-CD
Le Chant du Monde
21,90 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogConditions générales de venteMentions légalesContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io