Máire Zepf
Kalz he deus skrivet Máire Zepf evit ar vugale hag an dud gour yaouank. He levr gouezelek skeudennaouet, ARABAT DIT MONT D'AR SKOL, a zo bet troet e eizh yezh dre ar bed. Gant al Lanv eo bet troet hag embannet e brezhoneg. Gant al levr-se he deus gounezet an aozerez meur a briz en Iwerzhon ! Gant "An Féileacán agus an Rí" (ar Valafenn hag ar Roue) he deus bet Priz Meur ar Yaouankiz en Iwerzhon.