Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2023-12-11 - Kazetennoù

Ar bed e miltamm

Evit ar wech kentañ ez eus bet embannet daou viltamm ar bed e brezhoneg.
Ar bed e miltamm
Perzh o deus kemeret : Mikael Bodlore-Penlaez

Savet int bet gant Mikael Bodlore-Penlaez, douaroniour anezhañ. Gant an ti-embann Bannoù-heol hag Ofis publik ar brezhoneg (OPAB) en deus kenlabouret. Diskouezet int bet e pol Karaez an OPAB e Kastell Kerampuilh, d'ar 1añ a viz Kerzu 2023.

Oc'h ober miltammoù e oa embanner Bannoù-heol Arno Elegoed gant e verc'h p'en doa merzet ne oa hini ebet e brezhoneg. E-giz-se eo kroget ar soñj d'o sevel. C'hoarioù, geriadurioù, levrioù, bannoù-treset a vez embannet dija gant an ti-embann abaoe 1999. E 2020 e oa bet embannet miltamm Breizh hag e 2022, hini ar broioù keltiek gant sikour an OPAB.
Kendalc'het o deus da labourat asambles ha savet ez eus bet daou all : miltammoù ar bed, an eil 280 tamm o vont d'e ober evit bugale 6 vloaz hag egili gant 1000 pezh adalek 8 vloaz. "Sur a-walc'h eo ar wech kentañ embann miltamm ar bed e brezhoneg, eme Arno Elegoed.

Al liesseurted lakaet war wel

Savet e vez ar c'hartennoù gant Mikael Bodlore-Penlaez, douaroniour anezhañ, ha lakaet e vez anvioù ar broioù, ar c'hêrioù-penn, ar morioù bras hag ar stêrioù warno gant an OPAB. "Skrivañ an anvioù standart eo ar pal", eme Herve Gwegen, karget eus ar glad yezhel en OPAB. Aesoc'h eo hervezo en em gompren etre tud hag a gomz brezhoneg. Er skol e c'hell bezañ implijet ar miltammoù-se da skouer ha gant tud hag a zo o teskiñ ar yezh.

Dibabet ez eus bet lakaat al liesseurted war wel. War miltammoù ar re vihan ez eus loened gant livioù flamm ha war hini ar 1000 pezh eo bet treset ar pobloù : "Tud a bep seurt zo er bed, tud du, tud wenn, e lec'h m'emaomp o vevañ hag evidon-me eo a bouez diskouez liesseurted ar bed", emezañ.

En traoñ e vez gwelet bannieloù ar broioù hag ouzhpenn re ar Stadoù a vez kavet, evel hini Katalonia, Kembre peotramant Kebek. Bannet e vez hor sell war ar bed dre ar c'hartennoù. Ur savboent nevez a zo kinniget gant Bannoù-heol.

Manon Deniau

Ya!

Produioù liammet gant ar post-mañ

Miltamm Kartenn ar Bed (1000 tamm)
Miltammoù
16,00 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io