E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2022-12-01 - Kazetennoù

Du ha gwenn ha plas da lenn...

Ne vez ket meneget levrioù divyezhek alies er rubrikenn-mañ. Ar wech-mañ e talv ar boan rak ul levr CD brav-kenañ eo, ur mennozh prof eus ar c'hentañ evit gouelioù Nedeleg ha Deiz kentañ 'r Bloaz.
Du ha gwenn ha plas da lenn...

Enrollet e oa bet stumm kentañ ar Marc'h Dall e 1979. An araokadennoù teknikel e-keñver enrollañ a ra eus ar bladenn nevez un dra espar. An destenn, eus he zu, n'he deus ket kollet he zalvoudegezh. Ouzhpenn testenn ar ganadeg e kaver el levr un teuliad pedagogel gant pennadoù diwar-benn aozadur al laz-seniñ hag al laz-kanañ war al leurenn, un nebeud binvioù keltiek, penaos eo bet produet albom Ar Marc'h Dall, kudenn ar yezh hag ar sevenadur e Breizh-Izel abaoe an XVIIIvet kantved. Gellout a ra an oberenn bezañ implijet gant kelennerien eta. Ar skeudennoù a zo dreist. Hetiñ a ran d'al levr CD-mañ ober kement a verzh ha Kan ar Bed, bet embannet gant Bannoù-heol, e 2018.

Herve Latimier

Ar Marc'h Dall / Le Cheval Aveugle testenn gant Job an Irien, sonerezh gant René Abjean ; skeudennoù gant Geoffrey Berniolle ; embannet gant Bannoù-heol, 22,90 €

Le Peuple Breton

Produioù liammet gant ar post-mañ

Ar Marc'h Dall - Levr-CD
Kan ar Bed
22,90 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io