Ar Marc’h Dall - Ur ganadenn vreizhat adc’hanet
Pa oa seitek vloaz René Abjean a gane gant laz-kanañ Plougerne. Holl al lazoù-kanañ parrezel a gane kantikoù nemetken e-barzh an ilizoù, d’ar mare-se, hag a-wezhioù kanoù profan war al leur-iliz : “Kenavo” pe c’hoazh“Kendalc’homp”.
Diwezhatoc’h, goude bezañ klevet lazoù-kanañ eus Bro-Gembre, eus Bro-Skos hag eus Bro-Iwerzhon eo deuet ar soñj dezhañ da ganañ traoù all. Met krouiñ kempennadurioù evit ul laz-kanañ diwar ar c’hanaouennoù hengounel a oa diaes a-walc’h. En abeg da se e oa ret sevel kanoù nevez. René Abjean en doa goulennet digant Job An Irien sevel pozioù hag a ne vefent ket relijiel anezho. Er mod-se eo zo bet skrivet pozioù Ar Marc’h Dall gantañ.
Daou-ugent vloaz war-lerc’h, an embanner Arnaud Elegoët a ginnig un enrollañ nevez eus ar ganadenn-mañ bet krouet gant René Abjean ha Lazoù-kanañ Penn-ar-Bed e 1979 en ur veskañ evit ar wezh kentañ binvioù hegounel (binioù-bras, bombard), telenn ha binvioù klasel. Ul levr-pladenn a zeuio er-maez tuchant.
Arnaud Elégoët
Perak ac’h eus bet c’hoant da enrollañ Ar Marc’h Dall en-dro ? Peur eo deuet ar menoz-se dit ?
Bet e oan bet o selaou Ar Marc’h Dall e iliz Ar Folgoad pa oan seizh vloaz e 1979. Soñj am eus e oan bet estonet gant ar sonerezh rak modern-kenañ em boa kavet anezhañ daoust ma oa kanet e brezhoneg... Hag un enebiezh etre yezh ar vro hag ar vodernelezh a oa evidon d’ar mare-se rak ne veze komzet brezhoneg nemet gant ar re gozh hervezon. Ne gomzen ket brezhoneg d’ar poent-se neuze ha chomet em fenn abaoe daoust da se... Un nebeud bloavezhioù zo em boa dizoloet ar c’homzoù a oa bet skrivet gant Job an Irien. Brav-eston ha fromus em boa kavet anezho.
E 2018 em boa embannet Kan ar Bed, ur raktres pevar bloavezh sevenet gant 150 den. Berzh en doa graet al levr-CD-se. Tamm-ha-tamm em eus soñjet e vefe mat lakaat ar re yaouank (hag ar re all ivez) da zizoleiñ oberenn René Abjean ha Job an Irien rak a-vremañ eo chomet ar sonerezh hag ar c’homzoù. Un diouer a oberennoù evel-se zo er vro a gav din.
Piv a gemer perzh e-barzh ar raktres-mañ ? Un tamm kempenn nevez zo bet graet d’an oberenn, e peseurt mod ?
Ur bern arzourien disheñvel a zo bet strollet er raktres : The Bulgarian Symphony Orchestra, meur a ganer eus ar strollad Allah’s kanañ, ar ganerien Véronique Autret, Petru Bracci ha Niculaiu Giustiniani, an telennour Dimitri Boekhoorn, ar sonerien Erwann an Torc’h hag Erwan Gwilhoù, taboulinoù Bagad Kemper, ar skeudennaouer Geoffrey Berniolle... Tro kant den a gemero perzh er raktres en holl.
Stumm kentañ Ar Marc’h Dall a oa bet sonaozet evit ul laz-kanañ, soloourien, bombardoù, telennoù, ur gitar boud, un toumperezh. Adkempennet eo bet oberenn orin René Abjean gant Rónán Ó Luasa evit ul laz-seniñ sinfonek met ur plas a vo roet da vinvioù ar vro ivez evel-just.
E komzoù berr, penaos az poa kavet ha bodet holl ar sonerien-mañ evit enrollañ ar bladenn ?
Tamm-ha-tamm hon eus kavet ar sonerien. Evit Kan ar Bed hor boa klasket kenlabourat gant Laz-seniñ sinfonek Breizh. E penn kentañ e oant bet dedennet gant hor raktres rak prest e oant da genbroduiñ ar bladenn zoken. A-daol-trumm n’o doa respontet ket ken na dre bellgomz na dre bostel. Gortoz a reomp respont ar framm publik atav...
Neuze hor boa ranket kavout un diskoulm all. Gwelet em boa pell zo ur gelaouadenn gouestlet da V/Bruno Coulais, ur sonaozour filmoù brudet, a lavare e oa ul laz-seniñ dreist staliet e Sofia a genlaboure gantañ evit e enrolladennoù. Dre chañs e oa chomet em spered. Bet e oamp bet e darempred ganto neuze. Dindan daou zevezh e oa bet renket pep tra. Ur gwir blijadur e oa bet mont da enrollañ Bulgarian Symphony Orchestra : muzisianed ampart, efedus, kontant da enrollañ, un degemer dreist. Evidomp e oa sklaer : ganto hor boa c’hoant da genlabourat ar wech-mañ adarre.
Evit an delenn hor boa c’hoant mirout spered ar bladenn orin : gant ar strollad An Triskell e veze implijet kalz an delenn gant kerdin e metal. N’eus ket kalz a delennourien a implij an delenn-mañ. Dav e oa kavout ur gwall delennour rak lodennoù zo a zo diaes-tre da seniñ. A-drugarez d’an telennour Dominig Bouchaud omp bet e darempred gant Dimitri Boekhoorn en deus un dastumad telennoù er gêr hag a zo, dreist-holl, un telennour a-feson. Anavezout a rae an oberenn Ar Marc'h Dall ha pa oa bihan e plije dezhañ mont da sonadegoù An Triskell !
Mignoned deomp eo ar vuzisianed all, aes eo bet neuze ! Gant Erwann An Torc’h e vo enrollet ar binioù-bras ha gant Erwan Gwilhoù ar vombard. Sonerien bagad Kemper o doa enrollet taboulinoù sklent, ur gwir chañs eo ivez.
Ur bladenn nemetken a vo Ar marc’h Dall ? Sonadegoù a zeuio ivez war-lerc’h ?
Ul levr az aio da-heul ar bladenn. Warnañ e vo kavet ar c’homzoù e brezhoneg hag o zroidigezh e galleg, displegadennoù a bep seurt diwar-benn an oberenn, skeudennoù savet a-ratozh-kaer, ul lodenn bedagogel evit ar re yaouank diwar-benn mont en-dro ul laz-seniñ, ul laz-kanañ, un enrolladenn... Ha klask a raimp kinnig Ar Marc’h Dall war al leurenn diwezhatoc’h ivez evel-just !
Dimitri Boekhoorn
Penaos ac’h eus graet anaoudegezh gant Arno ha penaos eo deuet ar c’hoant da genlabourat ?
Aet eo Arnaud Elégoët e darempred ganin un nebeud mizioù ’zo evit kinnig din kemer perzh en enrolladur Ar Marc’h Dall. Dominig Bouchaud eo, telenner ha kelenner telenn eus Kemper en doa roet ma anv da Arnaud peogwir e ouie ez on perc’henn d’ur bern telennoù dishenvel-krenn an eil diouzh eben. Ha dav oa ober gant meur a delenn evit ar raktres-mañ. Anavezout a raen dija ar bladenn a-orin deuet er-maez er bloavezhioù dek ha tri-ugent. Brav ha dedennus em eus kavet atav an enrolladur a-orin, gant div delenn bet sonet gant ar vreudeur Quefféléant. Pa oan krennard, e oan o chom en Izelvroioù c’hoazh ha bet em eus tro da vont d’ur sonadeg pe ziv gant ar strollad Triskell e-pad ar vakansoù-hanv tremenet e Breizh. Brav eo ar pezh zo bet graet gant ar strollad-se. Un enor eo da genderc’hel gant al labour-se gant ar memes spered.
Petra a blij dit e-barzh an oberenn-mañ. Daoust hag-eñ eo pouezus perzh an delenn enni ?
Dic’hortoz eo ar binviji bet implijet a-gevret e-barzh an oberenn-mañ : ur strollad kanerien hag ul laz-seniñ d’un tu, binviji hengounel (telennoù, fleütoù, bombard, binioù...) ha binviji a-vremañ ouzhpenn d‘un tu all.
Adkempennet eo bet ar pezhioù penn-da-benn ar wech-mañ en un doare nevez. Doujus-kenañ eo bet Rónán Ó Luasa e-keñver labour René Abjean, met adgraet al labour kempenn gantañ. Ha pouezhus-kenañ perzh an delenn bremañ. Meur a delenn a son er memes mare ouzhpenn : a-wechoù e vin klevet o seniñ war beder zelenn dishenvel-krenn er memes pezh. Evit se eo ivez on bet pedet da zont da Gemper. Perc’henn da galz telennoù on : ugent pe dost ! Ha binviji a son en un doare all bewech.
Peseurt telennoù zo bet dibabet evit klotañ ar gwellañ gant sonerezh René Abjean ?
Eizh telenn am boa kaset da Gemper evit an enrollañ, binviji “keltiek” pe get, “hengounel” pe get, kozh pe vodern gant kerdin disheñvel. Rak un dastumad bras telennoù disheñvel am eus, binviji ar Grennamzer, telennoù keltiek ha telennoù krouet nevez ‘zo. Kerdin disheñvel zo bet lakaet war ar binviji-se : kerdin karbon, niloñs, bouzelloù, dir, arem, laton, aour, kerdin reun-marc’h zoken ! Teknikoù disheñvel-grenn a implijan : doareoù da seniñ eus ar Grennamzer, teknikoù eus Amerika ar Greisteiz, teknikoù bet krouet ganin-me. Ivinoù hir am eus evit seniñ met treiñ a ran ma bizied ivez evit chom hep implijout an ivinoù. Awenet on gant an hengoun ha gant an hengoun kozh, o komposan e vezan kalz koulskoude, e stiloù disheñvel-krenn.
Evit raktres Ar Marc’h Dall am boa div delenn awenet gant an telennoù roman, met brassaet ha modernaet, unan gant kerdin dir, un all gant kerdin karbon. Un delenn bet graet hervez un delenn gizellet war Iliz-Veur Chartres, gant he c’herdin arem am eus implijet kalzig ivez. Ur benveg all eus ar Grennamzer nepell diouzh hini Iliz-Veur Kemper am boa sonet ivez. Un delenn grouet nevez ‘zo, he deus perzhioù an telennoù barok eus Italia, met a zo keltiek memestra, am eus implijet kalz ivez. Ret oa ober gant meur a sonioù bewech, rak n’eo ket brav brav da glevout ar memes delenn teir gwech er memes mare !
Gant Arnaud ha gant an teknikour-son hon eus gwelet bewech peseurt telennoù a glote d’ar gwellañ. A-hend-all e oa notennoù diaes da seniñ a-wechoù. Ret oa mougañ ar c’herdin alies ouzhpenn, ul labour start !
Yann Bertrand