Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2015-03-01 - Kazetennoù

Skeudennaoueg Arzhig Du

Skeudennaoueg Arzhig Du

N'eus ket ezhomm ken da lavaret piv eo Arzhig Du, mil vrudet eo, e brezhoneg zoken p'eo bet advouezhiet ha skignet e lec'hienn Brezhoweb hag emañ da feurmiñ pe da brenañ e BreizhVOD. Aze ez eus ul levr skeudennoù zo bet embannet gant Bannoù-heol. Rannet eo bet al levr etre c'hwec'h taolenn, evit pep taolenn ez eus bet lakaet un nebeud elfennoù anezhe war wel. E taolenn "Ar straed", e weler ur marc'h-houarn. Treset eo bet hemañ en-dro en ur bajenn all da heul ha skrivet marc'h-houarn e-kichen. Evel-se ez eus tu d'ar vugale vihanañ deskiñ an anvioù ha c'hoari adkavout an traoù en daolenn ; ar re zo o teskiñ lenn a c'hall kemer harp ouzh an tresadennoù. Graet eo al levr evit padout un tamm etre daouarn bugale yaouank. N'eus netra dreistordinal gant al levr-se evel-just. A bouez eo avat e vefe en hor yezh an harozed a vez kavet e yezhoù "bras" all.

140 pajenn, brezhoneg gant Arno Elegoed

Bremañ

Produioù liammet gant ar post-mañ

Arzhig Du
13,90 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io