Postet d'an 2003-12-01 - Kazetennoù
Levrioù evit Nedeleg
![Levrioù evit Nedeleg](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/aac5e1efd32543c11fd474031f4e0050f0789b10-650x414.jpg?w=650&h=414&auto=format)
Levrioù a bep seurt a vo kavet, e brezhoneg, (mar plij !) evit Nedeleg. Evit ar vugale e vo un albom nevez eus troioù-kaer Boulig & Billig : "Na pebezh cholori !"(titl-orin e galleg : "Quel cirque !"). Lakaet eo bet e brezhoneg gant Arno Elegoed, Padrig Elegoed ha Maurice Hamon hag "evezhiadennoù prizius" Jil Goyat. Ur brezhoneg aes da gompren evit ar re yaouank, evit ar re a grog gant studi ar yezh. (Hag ivez evit ar re all a blij Boulig ha Billig dezho).
G.M
Le Peuple Breton