Boulig & Billig... e brezhoneg adarre
![Boulig & Billig... e brezhoneg adarre](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/b0ad4814d59aa0731eb28758eb4549739196ba0f-489x344.jpg?w=489&h=344&auto=format)
Arno Elegoed, ur paotr yaouank eus Kemper, kelenner war ar sonerezh ha war ar brezhoneg diouzh e vicher e skolaj Santez-Tereza Kemper, en doa kinniget d’an embanner Dargaud treiñ un albom kentañ e brezhoneg. Embannet e oa bet an albom kentañ-se, « Sell 'ta ! Boulig & Billig », e miz Mae 2000. Evel ma ra berzh (700 levr zo bet gwerzhet dija) ez eo ret kenderc’hel da lakaat an daou haroz-se d’ober gant ar brezhoneg. Troet eo bet dija 26vet albom Boulig ha Billig gant Arno Elegoed, skoazellet gant Jil Penneg. Hemañ diwezhañ zo karget da eilmouezhiañ an tresadennoù bev e brezhoneg evit TV Breizh. A-du-rall eo bet kinniget an albom kentañ nevez zo war ar chadenn-se gant PPDA en e abadenn lennegel.
Priz : 50 L, mui 19 L evit ar mizoù kas. Kevredigezh Bannoù-heol, 140 strad Pont-'n-Abad, 29000 Kemper. Pgz : 02.98.64.58.96 pe 06.08.88.57.55. Lec’hienn Internet : www.b-heol.com