Nous serons présents au Salon du Livre de Plabennec le samedi 8 décembre !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres audioRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2018-07-01 - Presse écrite

Istorioù kaer ar re vihanañ

Istorioù kaer ar re vihanañ

Oulala, ar chaseour leoned (Zemanel ha Peggy Nille)

Oulala zo graet e soñj gantañ, peogwir ez eus ur chaseour anezhañ ez ay da leoneta. C'hoant en deus da chaseal spontusañ leon zo er vro. Mont a ra gant e hent, e c'hoar, e gi hag e gazh war e lerc'h. Tamm-ha-tamm avat ez a pep hini war e giz, tapet aon gantañ, betek Oulala pa glev ur grozadenn spontus. Aonik ar paotr ? N'eo ket ! Pa vo anv a zifenn e vamm e lammo kerkent en arbenn d'an dañjer.

Flammennig o klask goudor (Catherine Chalandre hag Aurélie Guillerey)

Diaes eo buhez Flammennig hep ti nag aoz e-kreiz ar goañv. War he hent avat e kav un ti liv tristik warnañ. Ober a ra he soñj degas tommder ha sklêrijenn dezhañ. Re vihan eo avat evit tanañ ar bern keuneud bras zo war an oaled. Ur mignon dic'hortoz a zeu da reiñ c'hwezh, Avelig an hini eo. O-daou e teuont a-benn d'ober ur lec'h klet eus ar c'hozh ti poultrennek ken e teu loened all d'ober kompagnunezh dezhe ivez.

Lena o vont kuit (Marie-Hélène Delval hag Hélène Muller)

E ti Lena e tro ar bed tro-dro d'he breur bihan. Setu ma ra he soñj mont kuit pa ne ra den ebet forzh anezhi. Betek penn all al liorzh ez a da sevel he zi. Klet ha kaer o dezhi eno. Petra zo avat ? Ar breur bihan en e garrig bihan o leñvañ forzh pegement, ha den ebet o vont d'e gaout ? Ac'hanta ! Eürus d'ar babig emañ e c'hoar vras pa n'eus den en ti-se evit ober war e dro.

Patoenn Vras (Eric Battut)

Patoenn baour zo kalz re vras evit bezañ debret en un taol kement ha ken bihan ma ne falvez da zen ebet he frenañ digant he legumajer. Un deiz avat e kav hennezh gwerzh dezhi. Prenet gant an aotrou Loenfoar, diskouezet e vez d'an dud evel un euzhvil spontus gouest da zebriñ tud. Dont a ra a-benn da dec'hout ha da vont da guzhat adarre en douar. Diskoachet eo gant an aotrou De Fontenay a sav karantez ennañ eviti. He lakaat a ray da gemer perzh en ur genstrivadeg braventez ha difennet eo bravañ patoenn. Mat ec'h echu mat pep tra eviti pa zimez d'an aotrou ha p'o deus kalzik a vugale da heul.

Setu aze pevar levr brav ouzhpenn en dastumad Istorioù kaer ar re vihanañ. Brav eo an tresadennoù, livet flamm evit sachañ selloù ar vugale. Temoù a bep seurt zo bet lakaet ar gaoz warne aze, peadra d'ober gant al levrioù-se ken er skol ken er gêr. Istorioù da lenn d'ar vugale, anat deoc'h, istorioù da vezañ lennet ivez gant bugale a grog da vezañ en o aez gant al lenn, gras d'ar frazennoù berr ha savet mat.

Stefan Carpentier

Bremañ

Produits en lien avec ce post

Oulala, chasseur de lions
Les Belles Histoires des tout-petits
5,20 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogConditions générales de venteMentions légalesContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io