Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres CDRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2023-09-01 - Presse écrite

Du ha gwenn ha plas da lenn...

Fougeüs, genaoueg hag hegredik ouzhpenn bezañ droch eo ar bleiz-mañ. A-hed al levr e klask debriñ ul loen all, bep tro e vez touellet, goapaet ha gwallgaset.
Du ha gwenn ha plas da lenn...
Personnes en lien avec l'article : Gilles Bizouerne, Ronan Badel, Mark Kerrain

Betek lâret er fin "Ya 'vat ! N'eo ket a-walc'h dihuniñ bemdez, a-wechoù e vez gwelloc'h chom e-barzh ar gwele." Abaoe istorioù Alan al Louarn ha Gwilhoù ar Bleiz e plij d'ar vrezhonegerien vihan pa vez graet al lu gant ar bleiz. Plijout a raio dezho gwelet ar Bleiz Droch trec'het nouspet gwech eta. Kinniget ha skeudennaouet brav eo al levr. Un abeg ouzhpenn evit e lenn.
Ha koulskoude, bet on bet me glac'haret gant tonkad ar Bleiz Droch. Ur seurt droukziforc'h a gavan en istor. Met n'eo nemet mennozh un den kozh kar ar bleizi...

Herve Latimier

Un istor kontet gant Gilles Bizouerne ha skeudennaouet gant Ronan Badel. Brezhoneg gant Mark Kerrain. Embannet gant Sav-heol. 30 pajenn. 12 €

Le Peuple Breton

Produits en lien avec ce post

La bonne humeur de Loup Gris
Loup Gris
12,00 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogMentions légalesConditions générales de venteContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io