Nous serons présents au Salon du Livre de Pluguffan le 1er décembre !
Bannoù-heol
Maison d'édition en breton depuis 1999
Livres pour enfantsBDLivres audioRomansMusiqueDVDJeuxDictionnairesLivres en françaisActualités
Posté le 2018-12-01 - Presse écrite

Kan ar bed, Ur veaj war gan tro-dro d’ar bed

Ur misi eo Kan ar bed. Ur misi hag ur marzh.
Kan ar bed, Ur veaj war gan tro-dro d’ar bed
Personnes en lien avec l'article : Malo Bouëssel du Bourg

Kontañ a ra istor Liza, ur plac’hig eus Menez Are. Emañ-hi o vont d’ober tro ar voul-douar dre nerzh he hunvreoù. Tremen a ra dre drizek bro, eus Breizh da Sina, ha bewech e ra anaoudegezh gant ur sevenadur nevez a-drugarez d’ur ganaouenn hengounel eus ar vro-se. Liammet eo ar c’hanaouennoù gant ur gontadenn eeun skrivet gant Clara Colin. Klozet e vo troiad Liza gant Tuchenn Mikael, kanaouenn Youenn Gwernig. E brezhoneg e vez roet ar c’hanaouennoù da glevet, mesket gant bommoù e yezhoù estren gwech ha tro. Troet eo bet ar c’homzoù, pe adijinet penn-da-benn, gant daouzek skrivagner ha gant skolidi ar Releg.

Pevar bloaz labour ! An oberenn gentañ, an taol-kaer, pa lavarin mat, eo ar stourm evit kas ur seurt raktres da benn vat. Skoilhoù sof-kont a oa war an hent : ar gwirioù, an arc’hantaouiñ, al lec’hioù enrollañ... Brav eo deuet gant Arno Elegoed ha Joris Inadïas koulskoude. Micherel-kenañ eo Kan ar Bed, ha brav eston an disoc’h.

En tu all da gant den o deus kemeret perzh ! Skrivagnerien, kanerien, sonerien, teknisianed... Enrollet eo bet e Sofia (gant laz-seniñ simfoniek Bulgaria), e Roazhon (en iliz Sant-Laorañs), e Pariz, e Valladolid. Kemmesket eo bet ar CD e Laval hag e Kemper (e Studio Dizale)... Hag al levr a zo ken brav all. Divyezhek eo. C’hoarioù zo bet enbarzhet evit ar vugale : dezho da adkavout binvioù seniñ kuzhet e kildroioù an tresadennoù. Skeudennaouet eo bet al levr gant Geoffrey Berniolle, un Naonedad donezonet kaer.

Ouzhpenn plijadur zo da gaout gant Kan ar bed. Un eienenn vleunius a strink diouzh beaj Liza. Digeriñ a ra he daoulagad war sevenadurioù liesseurt, dre ar brezhoneg.

Sevenadur Breizh zo lakaet keñver-ha-keñver gant holl sevenadurioù ar bed. Frouezh ur c’henlabour etrebroadel eo. Lakaat a ra anat ez eo ar brezhoneg ur benveg modern evit kompren ar bed, hag evit skoulmañ liammoù a vignoniezh gant ar yezhoù all, gant ar sevenadurioù all ha gant an estrenien. « Digorit ho prenestri war ar bed » a lavare saverien Gwalarn tost kant vloaz zo dija...

Prenit, profit, brudit Kan ar bed !

Malo Bouëssel du Bourg

Al Liamm

Produits en lien avec ce post

Kan ar Bed - Livre-CD
Le Chant du Monde
21,90 €
En stock

Suivez-nous sur les réseaux sociaux

AccueilKan ar BedBlogConditions générales de venteMentions légalesContact
© 2024 Bannoù-heol
Propulsé par Gatsby (open-source) & Sanity.io