Posté le 2010-03-01 - Presse écrite
Leo ha Popi
![Leo ha Popi](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/44d6d0137de3d0e41130c60fb25176e944d1fa8b-1706x1706.jpg?w=1706&h=1706&auto=format)
Betek bremañ ez eus bet embannet c'hwec'h levrig deus an dastumadenn gant Bannoù-heol : E ti ar medisin, Leo oc'h adkavout e di, Deomp d'an diwallerezh, Leo ha Popi er zoo, Ur furlukin en diwallerezh, ha Heuzoù Leo.
Ur paotr bihan eo Leo, ha Popi eo anv e varmousig flour. Un istor disheñvel a vez kontet e pep levrig diouzh pezh a c'hoarvez gant an daou haroz. Skeudennaouet eo bet an albomoùigoù gant Helen Oxenbury ha skrivet gant Claire Clément. Embannet e vezont e galleg gant Bayard Presse. E brezhoneg int troet gant skolajidi klas divyezhek skolaj Sant Jozef Landivizio hag en ur yezh eeun, aes da lenn.
Garmenig Ihuellou
Armor Magazine