Youenn Gwernig
Youenn Gwernig, bet ganet e Skaer d'ar 5 a viz Here 1925 ha marvet e Douarnenez d'ar Meurzh 29 a viz Eost 2006, a oa ur barzh, ur c'haner, hag ur skrivagner (brezhonek dreist-holl, met ivez saoznek ha gallek) [1] Eus e vicher e oa kizeller koad. Bevañ en deus graet er Stadoù-Unanet e-lec'h m'en deus graet anaoudegezh gant Jack Kerouac, ar barzh beatnik. Savet e oa bet gantañ Radio Tele Brezhoneg, ur gevredigezh evit difenn plas ar brezhoneg er skinwel, er bloavezhioù dek ha tri-ugent. E penn an abadennoù brezhonek eo bet ivez e FR3 Breizh er bloavezhioù pevar-ugent. E 1982 gounezet en deus Youenn Gwernig Priz "grand ouest" evit e levr kentañ : La grande tribu.
Gant Al Liamm dreist-holl eo bet embannet e skridoù brezhonek, ha gounezet eo bet Priz Langleiz 1996 gantañ evit hollad e varzhonegoù.
Bet eo bet kentañ prezidant Festival al levrioù e Breizh e 1990 e Karaez hag enoret gant un diskouezadeg e 2014.