![Sadhbh Devlin](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/3a65699b77b2c8e7b336930d19b9b5237b311984-1350x1600.jpg?rect=3,0,1345,1600&w=100&h=119&auto=format)
Sadhbh Devlin
Ur skrivagnerez he deus gounezet prizioù evit he levrioù skeudennaouet eo Sadhbh Devlin. Skrivañ a ra istorioù diwar-benn ijin, c'hoari ha liammoù familh o deus c'hoant ar vugale da lenn ha da adlenn. Gant Geansaí Ottó (Stammenn Tin e brezhoneg, skeudennet gant Róisín Hahessy) he doa gounezet priz Levr ar Bloaz Aozadur Lennekaat Iwerzhon e 2021. Emañ o chom en ur gêr eus an arvor e Kontelezh Wicklow gant he gwaz hag he merc'hed gevell. Pa ne vez ket o lenn pe o skrivañ e plij dezhi kas da benn labourioù dorn pe c'hoazh ober pourmenadennoù hir er c'hoadoù.