Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2023-12-01 -

Miltammoù nevez e brezhoneg !

Nedeleg zo o tont hag an embregerezh Bannoù-heol en deus savet miltammoù nevez e brezhoneg. Pobl Vreizh zo bet e darempred gant Arnaud Elégoët.
Miltammoù nevez e brezhoneg !

Perak sevel miltammoù e brezhoneg ?

E-pad ar c'henfinañ e oan oc'h ober miltamm kartenn ar bed gant ma bugale. A-daol-trumm em eus soñjet ne oa ket bet embannet morse, pe dost, miltammoù en hor yezh. Goude bezañ echu ar miltamm memes tra e oan bet o furchal war Internet pelec'h e oa moaien da fardañ seurt c'hoarioù. Ha diouzhtu lañset ar raktresoù ! A-drugarez da'm skolajidi 6vet klas ivez eo em eus bet ar soñj da embann ar miltammoù-mañ rak meur a wech, daoust m'emaint o chom e Kemper, em eus gwelet meur a hini ha ne oa ket gouest da ziskouez war ur gartenn pelec'h e oa e gêr.

Fred a zo gant seurt c'hoari ?

Ya, plijout a ra kalz d'an dud, brezhonegerien pe get, Breizhiz pe get. Gwerzhet em eus skouerennoù eus ar re-mañ e meur a vro ivez ha ranket em eus lakaat da adfardañ anezho zoken. Tud zo zo sot gant ar miltammoù. Er rouedadoù sokial e kaver pajennoù a-bezh gouestlet d'ar miltammoù. Ouzhpenn se, n'eo ket nemet ur c'hoari rak ur pal pedagogel zo ivez evit bihan ha bras : a-drugarez d'ar miltammoù e c'haller deskiñ ur bern traoù : lec'hiañ ar broioù, ar c'hêrioù bras, ar morioù... Deskin en ur c'hoari !

Implijout a rit tresadennoù Mikael Bodlore-Penlaez. Ur bern kartennoù en deus ijinet. Ur miltamm evit bep hini ?

Anavezout a raen anezhañ dija evit e labour. Brudet eo er vro. Ar c'hartennour brudetañ e Breizh zoken, m' eus aon. Naturel e oa bet kinnig dezhañ kenlabourat gant Bannoù-heol eta. Teir c'hartenn vrav en deus savet evidomp : Breizh, ar Broadoù Keltiek ha Miltamm ar Bed. Ha bet e oan bet e darempred gant Jean-Yves André ivez, un arzour o chom e Brest, evit tresañ kartenn ar Vro ar re vihan (280 tamm). Lavaret en doa din e oa bet plijet oc'h ober an dra-se. Ar wech kentañ e oa bet dezhañ sevel ur raktres evit ur miltamm goude bezañ graet livadurioù, skritelloù, kartennoù post ha kalz a draoù all.

Le Peuple Breton

Produioù liammet gant ar post-mañ

Miltamm Kartenn ar Bed (1000 tamm)
Miltammoù
16,00 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io