Bannoù-treset e brezhoneg
Kentañ tra evel-just : an niver a skouerennoù a vez moullet. Pa oa bet embannet Titeuf e brezhoneg e oa bet graet 2000 skouerenn. E galleg e vez kaoz eus milionoù… Kement all a vez evit bannoù-treset re holl vrudet evel Boulig ha Billig pe Thorgal. Daoust da se eo bet kontant an tiez-embann orin da ginnig ur stumm e brezhoneg. Hag Arno Elegoed da lâret bezañ souezhet gant se. Tamm enebiezh ebet, evel a c’hell bezañ pa vez kaoz da embann traoù e brezhoneg, ar c’hontrol-fed mik zo kaeroc’h. Evit Titeuf da skouer eo oa lorc’h gant an ti-embann o welet ur stumm e brezhoneg ha goulennet e oa bet lakaat anv an ti-embann war wel war ar golo e brezhoneg.
Ha kaer an darempredoù gant tiez-embann bras, eme Arno Elegoed. Betek bezañ paket berr anezhañ e penn kentañ p’en devoa pellgomzet d’an ti-embann Dargaud kement ha goulenn hag-eñ e vefe gellet embann Boulig ha Billig e brezhoneg. Hemañ da soñjal e vefe ret gortoz pell amzer a-raok kaout respont pe respont. Raktal an hini e oa bet lâret dezhañ : « ya, evel-just ! » D’ar c’houlz-se ne oa kevredigezh ebet d’ober war-dro, gant se en devoa ranket krouiñ unan diouzhtu, ken aes e seblante bezañ ober a-benn ar fin. Evit a sell ar gwirioù ne cheñch ket hervez ar yezhoù, anat deoc’h. Evit bannoù-treset zo e vo graet diouzh an niver a skouerennoù a vo moullet, met ha se ne vo gonid ebet gant an ti-embann, hag ur marc’had zo da zelc’her memes tra. Prenet e vez ar gwirioù gant Bannoù-heol, troet ar bannoù-treset, ha moullet gant an ti-embann orin. Da lâret eo pa veze advoullet ar stumm gallek d’ul levr bennak gante e veze lakaet moullañ ar stumm brezhonek da-heul ivez evit ma vefe marc’hadmatoc’h. Se an hini zo kaoz na vez ket moullet heuliadoù bannoù-treset e brezhoneg en urzh reizh a-wezhioù hag a c’hell bezañ krog gant an niverenn 25 ! Memes tra eo ret gwelet e vez gwerzhet muioc’h eus ar skouerennoù kentañ en un dastumad evit eus ar re war-lerc’h, e forzh petore ti-embann. Brud vat an neventi ’ta. Met e galleg e seblant bezañ kement all. Gant ar rannvro e vez degaset sikourioù evit ar moullañ, e brezhoneg pe e galleg, un dra gaer, met n’eo ket trawalc’h da baeañ an dud. Ur gudenn a van memes tra evit levrioù brezhonek eo na vezont ket gwelet a-walc’h er stalioù-levrioù, betek bezañ un doare marc’had a-gostez.
Tugdual Karluer