E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2018-11-29 - Kazetennoù

Arno Elegoed. Kanañ gant ar bed-holl

Deuet eo er-maez nevez zo ur bladenn gant kanaouennoù ar bed, kanet e brezhoneg. E penn ar raktres-mañ : ul Leonad penn-kalet.
Arno Elegoed. Kanañ gant ar bed-holl
Perzh o deus kemeret : Arno Elegoed

« Abaoe mizioù, ne ran nemet se ! » Ur paotr mennet eo Arno Elegoed. N’eo ket a-walc’h dezhañ bezañ kelenner war ar sonerezh e skolaj hag e lise Santez-Tereza e Kemper : anavezet mat eo ar paotr evit bezañ krouet, tost ugent vloaz zo, Bannoù-heol, un ti-embann hag a gustum treiñ levrioù hag albomoù e brezhoneg evit ar vugale hag ar grennarded, evel Arzhig Du pe Titeuf. Ouzhpenn d’an embann zo. A-viskoazh eo bet plijet an den gant ar muzik. Hag abaoe pevar bloaz en deus splujet al Leonad en un avañtur nevez : sevel ur bladenn troet war-zu kanaouennoù ar bed. Deuet eo er-maez « Kan ar bed » d’an 20 a viz Du. Ur raktres hir, met kaer a-drugarez d’an holl dud o deus kemeret perzh ennañ.

Ur bladenn evit an holl

Kroget e oa an afer e 2014. « Savet e oa bet ganeomp, asambles gant ar ganerez Véronique Autret, ur bladenn gant sonerezhioù evit ar re vihan. C’hoant hon eus bet ledanaat an dachenn gant sonerezh a blijfe d’an holl, evit ar vugale kement hag evit ar re vras. Tamm-ha-tamm eo bet brasaet ar raktres », a gont Arno. Dibabet o deus neuze tonioù eus pep lec’h ar bed, eus Korsika betek Afrika ar su, dre Amerika ar c’hreisteiz, zoken. Troet eo bet pozioù ar c’hanaouennoù e brezhoneg gant meur a skrivagner. En o zouez : Gwenvred Latimier, Charlez An Dreo, Annie Coz pe c’hoazh Malo Bouëssel du Bourg. Enrollet eo bet an tonioù e meur a lec’h e Europa : e Korsika, e bro Bulgaria, e Kemper, e Laval hag e Roazhon ! Adalek ar penn-kentañ en deus labouret Arno gant un den all : Joris Inadïas, ur muzisian ha ijinour war ar son hag en deus degaset ur sell all, prizius ha talvoudus. Ha ret eo bet dezho derc’hel penn, rak hir eo bet an hent. « Meur a skoilh zo bet met pennok on bet ! » eme Arno.

Betek Sofia

N’eo ket bet aes war meur a dachenn. Torret eo bet an emglev gant TES (Ti-Embann ar Skolioù) rak n’eo ket bet an ti-embann a-du gant danvez pozioù ur ganaouenn. Ranket o deus ivez mont pell da enrollañ tonioù gant ul laz-seniñ : e Sofia, kêrbenn bro Bulgaria. « Tremenet hon eus pevar devezh eno. Pegen brav eo bet ! Efedus-tre eo bet ar sonerien », a gont Arno. Deuet eo zoken Dan ar Bras da seniñ war ar bladenn a youl vat, evit skoazell anezho. « En holl ez eus bet war dro kant den o kemer perzh, kanerien, sonerien, skrivagnerien », eme Arno, fier-ruz. Embannet eo bet ar bladenn gant Bannoù-Heol, hag a lido e 20 vloaz ar bloaz a zeu. Un deiz-ha-bloaz eus ar c’hentañ !

Anna Kere

Arno Elégoët est un garçon plein de ressources. Ce professeur de musique à Quimper s’est lancé il y a quatre ans dans une aventure qui l’a mené jusqu’à Sofia, la capitale de la Bulgarie. Objectif : la création d’un livre-CD de chants du monde, dont les textes ont été traduits ou adaptés en breton par des auteurs contemporains. L’entreprise n’a pas été chose aisée mais le Léonard, également fondateur de la maison d’édition Bannoù-Heol, est tenace ! La création de ce CD a rassemblé plus de cent personnes, entre les musiciens, les chanteurs et les auteurs.

Le Télégramme

Produioù liammet gant ar post-mañ

Kan ar Bed - Levr-CD
Kan ar Bed
21,90 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io