E Saloñs levrioù Pluguen e vimp d'ar 1añ a viz Kerzu !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù klevetRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2013-12-20 - Kazetennoù

Arno Elegoed : "Etre sonerezh hag embann, etre kelenn ha seniñ"

Tapet en deus Arno kentelioù hag alioù pa oa bihan, pa oa krennard, ha goude c'hoazh. Ha dibabet en deus reiñ d'e dro, dre e vicher kelenn, dre e embannadurioù.
Arno Elegoed : "Etre sonerezh hag embann, etre kelenn ha seniñ"
Perzh o deus kemeret : Arno Elegoed

Arno, penaos oc’h en em lakaet da embanner ?

Pa oan bihan em boa dizoloet albomoù Tintin e brezhoneg. Ne gomzen ket brezhoneg d’ar mare-se c’hoazh met kavet em boa se modern-kenañ rak ar brezhoneg a oa un tammig “mod kozh” evidon. Diwezhatoc’h em eus bet an digarez d’ober ur staj e ti-embann “An Here” a ginnige levrioù en hor yezh evit ar re yaouank. Se en deus roet c’hoant din da glask ober ar memes tra.

Perak dibab an anv Bannoù-heol ?

Evit ober ul liamm etre ar bannoù-treset hag an amzer vrav a reno war ar brezhoneg un deiz bennak.

Penaos ho peus dibabet an danvez, Arzhig Du, Thorgal pe c’hoazh Titeuf ?

Choazet hor boa dastumadoù a oa poblek-kenañ er yezhoù all, setu perak e oamp krog da ginnig Boulig & Billig da gentañ. Ouzhpenn se e oa aes a-walc’h kenlabourat gant an ti-embann orin (Dargaud) rak darempredoù a-feson a zo etrezomp adalek ar pellgomzadennoù kentañ.

Petra eo bet ar plijusañ en afer-se ?

Krouiñ pep tra ! Ar gevredigezh hervez lezenn 1901, maketenn an albomoù kentañ, an darempredoù gant an tiez-embann bras… Kalz a draoù am eus desket a-drugarez da se ! Plijus-kenañ e oa bet ivez mont da Saloñs levrioù Karaez ar wezh kentañ gant un albom nemetken da werzhañ e 2001. En deiz a hiziv ez eus bet embannet 51 levr. Meur a raktres disheñvel a vez atav gant klasoù kentañ derez, skolajoù hag ul lise memes, un digarez da gejañ gant tud o deus c’hoant da vont war-raok a ro startijenn din ivez evit kenderc’hel.

Ha c’hoant ho pije embann krouidigezhioù ? Petra a vefe diaes d’ober ?

Kavout a ran gwelloc’h kinnig levrioù mil-anavezet er yezhoù all dija rak strizh-kenañ eo ar marc’had ha n’en em santan ket barrek war an dachenn-se. Ouzhpenn se, al labour krouiñ a vez kinniget gant tiez-embann all dija. Dav eo leuskel ul lodenn da bep hini, neketa !

E-barzh ar Groove Boys oc’h bet ivez. Penaos eo kroget ?

Sonet hor boa ar wezh kentañ evit deiz-ha-bloaz ur mignon deomp. C’hoant hor boa bet ober ur souezhadenn dezhañ. An dud a oa er gouel a oa bet plijet gant hon doare da seniñ tonioù brudet ar bloavezhioù 80 (« Capitaine Flam » ha « Partenaire Particulier ») gant binvioù hengounel ar Vro mesket gant ur groove box. C’hoant hon eus bet kenderc’hel neuze. Abaoe 2002 e kendalc’homp da seniñ gant kalz a blijadur er Vro pe e lec’h all memes. Tro hon eus bet da seniñ e meur a vro disheñvel (Bro-Saoz, Guyan…) Tamm-ha-tamm ez eus bet un nebeud sonerien o kuitaat ac’hanomp peogwir ez aent da vevañ e lec’h all met reoù all a zo deuet ouzhpenn ivez. En deiz a hiziv omp 15 er strollad pa oamp 6 er penn kentañ.

Ha kelenner oc’h war ar sonerezh, ouzhpenn. Petra a blij deoc’h er vicher-se ?

Ma micher kentañ eo ! Embann levrioù ha seniñ en ur strollad a zeu ouzhpenn, kentoc’h. Plijus-kenañ eo ar vicher on krog d’ober 19 bloavezh zo dija. Bemdez, pa son an dihuner e vezan kontant da vont d’ar skol. Kalz a chañs am eus. Estonet eo ar skolajidi hag al liseidi pa lavaran se dezho met gwir eo koulskoude. Gellout eskemm gant ar re yaouank a zo pindivik. Lakaat anezho da zizoleiñ sonerezhioù ha ne anavezont ket a blij din kalz. Alies a-walc’h int techet da soñjal ne blijo ket dezho ar pezh a vez selaouet. Tamm-ha-tamm, pa gomprenont palioù ar sonaozourien e cheñchont o ali koulskoude ! Gounezet eo !

Ul liamm a zo d’ober en holl draoù-se ?

Ar yaouankiz.

Peseurt sell ho peus war ar sonerezh a blij d’ar re yaouank, hiziv ?

Internet en deus cheñchet o doare da selaou sonerezh. Un nebeud bloavezhioù zo, e oa mistri evel « NRJ » ha « Skyrock » nemetken, pe dost. N’eo ket ken gwir ken rak ar braz eus ar re yaouank a zo kurius. C’hoant o deus da zizoleiñ sonerezhioù nevez o-unan hep bezañ « sikouret » gant ar radioioù prevez. Kalz pinvidikoc’h eo deuet o sevenadur da vezañ ha personeloc’h ivez, a gav din.

Pehini eo al levr ho pije bet c’hoant da lenn e brezhoneg pa oac’h bihan, ha perak ?

Levr Anjela Duval « Kan an douar » am eus dizoloet diwezhat a-walc’h, dre hanterouriezh tonioù a oa bet savet gant Véronique Autret, kanerez ar strollad « Gwalarn » diwar komzoù Anjela Duval (Karantez Vro, Fest-noz e ti Anjela…). Brav-kenañ e kaven an tonioù-se. C’hoant am eus bet da c’houzout hiroc’h diwar-benn barzhez Bro-Dreger. M’am bije anavezet al levr-mañ pa oan kalz yaouankoc ‘h em bije klasket mont da gejañ gant Anjela.

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?

Tremen amzer el liorzh ha sellout ouzh an natur.

Peseurt levr a yafe ganeoc'h war un enezenn didud ?

Dizoloet em boa « La gloire de mon père » gant Marcel Pagnol pa oan e c’hwec’hvet klas evel kalz a skolajidi d’ar mare-se. Holl e levrioù am eus lennet war-lerc’h ha gwelet em eus e holl filmoù ivez. Adlenn anezho a blij din atav avat. Levrioù Marcel Pagnol a gasfen ganin neuze, moarvat.

Ha gant piv ho pije c'hoant da vezañ bac'het en ur saverez e-pad un eur ?

Gant Manu Chao, da skouer. Tost da 10 gwezh on bet o welout anezhañ amañ hag ahont. Plijet-kenañ on gant e sonerezh ha plijet e vefen o komz gantañ (diwar-benn e eñvorennoù pa sone e strolladoù all evel ar Mano Negra, da skouer, e raktresoù…). Kalz a startijenn a oar plantañ war al leurennoù. Se a blij kalz din. E sonadegoù a zo gouest da badout tost da 2 eurvezh hanter…

Peseurt meuz a rit p'en em lakait da geginañ ?

N’on ket gwall varrek war an dachenn-se… Ar gwastilli-amann a ouzon ober ha meur a zibenn-pred all, n’eo ket fall dija, neketa ?

Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc'h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c'houlennfec'h diganti ?

Goulenn a rafen diganti mont da zisplegañ da Jean-Luc Mélenchon ha d’e vignoned n’o deus komprenet netra diwar-benn kudennoù hor sevenadur hag hor yezhoù. Kalon vat d’ar voudig !

En ur ribourzherez emaoc'h. Kinniget e vez deoc'h dibab ho kantved ha ho lec'h bevañ. Petra a zibabit ?

En amzer a-vremañ en em gavan em bleud. Ma vefe kinniget din ec’h asantfen marteze distreiñ d’ar bloavezhioù 60 rak skañv e seblant ar bloavezhioù-se din. Ouzhpenn-se, sonerezh Françoise Hardy, Johnny Hallyday, h.a… a blij din a-walc’h.

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d'ober ha n’ho peus ket graet ?

Pa oan yaouankoc’h em eus soñjet dont da vezañ gwenaner. Eüruzamant n’am boa ket choazet ar vicher-mañ rak diaes-tre e vefe bet. Bep bloaz e vez kollet ur bern ruskennadoù abalamour d’ar saotradurioù a bep seurt…

Petra eo ar c'hrennlavar a blij deoc'h ar muiañ tout ?

Ur bern a blij din,ar re-mañ da skouer : « Gwelloc’h deskiñ mabig bihan eget dastum madoù dezhañ » pe « Pa ri ti to ».

C'hoant ho pije da gas ul lizher klemm d'un den resis. Da biv e kasfec'h anezhañ ha perak 'ta ?

Ur bern lizheroù klemm a vefe da skrivañ moarvat. Da François Hollande, da skouer, en doa prometet peurwiriekaat karta ar yezhoù (promesa niv. 56). Ankounac’haet eo bet buan-kenañ evel ma vez graet alies gant ar bolitikourien pa vezont dilennet siwazh…

Hag ul lizher gourc'hemennoù ?

Da grouerien « Gouel an Erer Kozh » o deus kredet en o raktres, da skouer. Piv en dije soñjet e vefe deuet da vezañ unan eus ar festivalioù brasañ Europa e Breizh 20 vloaz zo ? Brav-kenañ ha fromus e kavan o istor.

Piv eo an den en deus roet deoc'h ar c'hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez?

Ma mamm-gozh eo. Sur eo ha n’eo ket marteze. Tro am eus bet da gaozeal kalz ganti ha da zeskiñ ur bern traoù a-drugarez dezhi. Alies-kenañ e soñjan d’ar c’hentelioù buhez, er c’huzulioù furnez hag onestiz he deus roet din pa oan yaouank. A-bouez kenañ eo bet evidon.

Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?

Diaes eo din respont d’ar goulenn-mañ rak n’on ket entanet tamm ebet gant ar c’hoarioù arc’hant. Lakaomp e rofen ar braz eus an arc’hant gounezet da veur a gevredigezh evel « Restos du Cœur », da skouer.

Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?

A-benn nebeut e vo roet ur statud gwirion d’hor yezh ?

Ya!

Produioù liammet gant ar post-mañ

Red ar vuhez
Titeuf
9,53 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogDivizoù gwerzhañ hollekMenegoù lezennelDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io