Degemer mat d'an holl !
Bannoù-heol
Ti-embann brezhonek abaoe 1999
Levrioù evit ar vugaleBannoù-tresetLevrioù CDRomantoùSonerezhDVDC'hoarioùGeriadurioùLevrioù e gallegKeleier
Postet d'an 2009-12-01 - Kazetennoù

Leo ha Popi

Leo ha Popi

N'eo ket ul levr a vo komzet amañ da-heul, diwar-benn c'hwec'h ne lâran ket. Kustum eo Bannoù-heol da ginnig d'ar vrezhonegerien yaouank (pe goshoc'h...) levrioù bannoù-treset a-feson. Setu bremañ levrigoùigoù tennet eus rummad brudet Leo ha Popi, embannet gant Bayard e stumm albomoù goude bezañ bet kinniget er gelaouenn Popi. C'hwec'h istor eta : Leo oc'h adkavout e di, Heuzoù Leo, Deomp d'an diwallerezh, Ur furlukin en diwallerezh, E ti ar medisin, Er zoo. Istorioù berr ha buhezek, o klotañ gant ar pezh a c'hell bevañ ur bugel 2 pe 3 bloaz er bed a-vremañ. Aes ha plijus int da lenn. Gellout a reont bezañ lennet d'ar vugale vihan gant o zud, o zud-kozh, o breudeur ha c'hoarezed, kerent ha mignoned. Gellout a reont ivez bezañ lennadennoù kentañ un deskard war ar brezhoneg pe ur brezhoneger bihan o teskiñ lenn. Brav-eston eo tresadennoù Helen Oxenbury ha Lucy Brum. Ha gwelet ho peus o friz !

Herve Lannuzel

Leo ha Popi gant Claire Clément hag Helen Oxenbury, lakaet e brezhoneg gant skolajidi 5vet klas divyezhek skolaj Sant-Jozef Landivizio, embannet gant Bannoù-heol, 2 € al levrig.

Produioù liammet gant ar post-mañ

Heuzoù Leo
Leo ha Popi
2,03 €
Er stok

Heuilhit ac'hanomp er rouedadoù sokial

DegemerKan ar BedBlogMenegoù lezennelDivizoù gwerzhañ hollekDarempredoù
© 2024 Bannoù-heol
Poulzet gant Gatsby (open-source) & Sanity.io