Boulig & Billig : Gwad ur c'hocker
![Boulig & Billig : Gwad ur c'hocker](https://cdn.sanity.io/images/hk48qn3z/production/538e3f73c8365c2f09932c2634c3839946aafb9a-1200x1580.jpg?w=1200&h=1580&auto=format)
Bremañ eo tapet ar pleg ha gourdon eo Bannoù-heol da ginnig albomoù Boulig & Billig e brezhoneg dres (pe dost) pa vezont embannet e galleg, kaerat barregezh ! Gwad ur c'hocker eo 31vet albom an dastumad hag ar 7vet e brezhoneg, troet ar wezh-mañ gant Maurice Hamon. Daou dra divoas avat : kinniget eo al levr-mañ e koun Jean Roba, ta Boulig & Billig, aet da Anaon n'eus ket pell zo, gant Verron e ziskibl, ken barrek all d'ober deomp da vousc'hoarzhin. Ha war baper adaozet 100 % eo bet moullet troioù-kaer hon daou harozig. Boulig & Billig a vez ken tost d'al loened atav, ha prest da c'hoari troioù-kamm evit o gwareziñ. Peseurt re avat ? Ha petra an diaoul a vo ijinet c'hoazh evit lakaat Billig en e c'hibell ? Petra eo teorienn an trec'h ? Ha laeron jentil a vefe ? Peseurt kemm zo etre Billig ha ki Pavlov ? War beseurt sportoù eo ur mailh hor c'hocker ?
An holl respontoù a gavoc'h o lenn ar farsus a albom-mañ...
Brieg ar Menn